Seongwoo Kang (Korea) - Pennad Kaoz

Réalisation : Brezhoweb – 1077 vues

E-pad ma zo tud o vanifestiñ amañ evit ar retred, e Korea e oa bet lakaet ar gaoz war ul lezenn a lakafe an dud da labourat etre 80 ha 120 euriad bep sizhun !

'Ba 'r Pennad Kaoz-nevez-mañ e vez lakaet ar gaoz war ur bochad traoù gant Seangwoo Kang, ur paotr a Gorea.

Seongwoo Kang, ganet e Korea 'zo arruet e Breizh un nebeud bloavezhioù 'zo.

E Korea e vez dibosubl d'al labourerien mont kuit eus al labour a-raok o renerien...E Korea e vez dibosubl d'al labourerien mont kuit eus al labour a-raok o renerien...

Respont a ra da c’houlennoù Lionel a-zivout ar vuhez 'ba 'vro ar mintinvezh sioul, ar gwask 'ba 'r skol evit bezañ an hini kentañ, ar gudenn demografiezh, plas Korea 'ba 'r bed hiziv an deiz pe c'hoazh an darempredoù gant broioù arall Azia...

Un atersadenn don ha fonnus evit klask kompren ur vro pell deomp-ni !

Pennad Kaoz, un abadenn istitlet e brezhoneg