
Deuet eo ur boaz evit Gouel Breizh aozet gant Ti Ar Vro Landerne-Daoulaz, da leuskel ur blas en e programmadur da Gampionnad Breizh al Lazoù-Kanañ. Ar bloaz-mañ e vo dalc’het ar 18vet Kampionad e iliz Sant Tomaz e Landerne. Devezh kentañ ar c’honkour gouestlet d’al lazoù-kanañ eil ha trede rummad a vo dalc’het d’ar sul 18 a viz Mae 2025.
5 laz-kanañ a gemero perzh ar bloaz-mañ er genstrivadeg. Ar re a blij dezho ar sonerezh hag ar brezhoneg a c’hello dizoloiñ lazoù-kanañ liesseurt, pep hini anezho o tougen spered ha karantez Breizh.
Trede rummad, « Selaou » :
Al laz-kanañ nevez Ar C’hornog eus Milizag a gano e-unan en trede rummad. Ur chañs dreist eo evit ar strollad nevez da ginnig e labour d’an dud, kemer fiziañs ha bezañ kuzuliet gant ar varnerien evit kenderc’hel da vont war-raok.
En eil rummad :
E-touez al lazoù-kanañ a gemero perzh er genstrivadeg e vo kavet Mouezh Bro Konk. Brudet eo ar strollad evit e vouezhioù tomm hag e gempennadurioù savet gant Didier Dreo, e rener ha gitarour.
Hekleo, al laz-kanañ ezel eus Landerne, renet gant Jean-Pol Kerjean a vo kavet ivez war al leurenn. Kemeret o deus perzh en holl kampionadoù lazoù-kanañ e Brezhoneg betek bremañ ha n’eo ket ar bloaz-mañ ne rint ket ! Kenderc’hel a ra Hekleo da sebezañ an dud ha d’en em ziforc’hiañ gant e roll-kanañ divoutin o meskañ kanaouennoù hengounel gant kanaouennoù keltiek nevez kempennet.
Kan Ar Vro, ar strollad eus Naoned renet gant ampartiz Guy Pouliquen, a zistroio war al leurenn goude daou vloaz ehan. Ur blijadur vras evit ar publik !
Hag evit echuiñ an devezh, ur strollad nevez war al leurenn : A Tout Bout D’Chants, eus Mespaol, renet gant Florian Desbans, a ginnigo ur c’hanadeg leun a nerzh hag a ijin !
Ha neuze, gant piv ez aio ar maout ar bloaz-mañ ? Evit gouzout e vo ret deoc’h dont d’ar sul 18 a viz Mae e Iliz Sant Tomaz Landerne !
Iliz Sant Tomaz (Landerne), sul 18 a viz Mae, adalek 2e goude-merenn.
Prizioù : 8€, digoust evit ar vugale dindan 12 bloaz.
Tu zo deoc’h prenañ tikiji o vont e Ofis Touristelezh Landerne pe war lec’hienn internet Helloasso :
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !