Françoise Louarn (Al labour-douar e broioù Afrika) - Pennad Kaoz
Réalisation : Brezhoweb – 538 vues
Prezidantez an Afdi (Agriculteurs français et développement international) eo bet Françoise louarn e darempred gant kouerien eus Bro-Mali ha Bro-Madagaskar.
Gant Françoise Louarn e vo lakaat ar gaoz war an diforc’hioù a zo etre al labour-douar amañ hag al labour-douar e broioù Afrika.
Françoise Louarn a zo bet prezidantez an Afdi (Agriculteurs français et développement international).
Labourat he devez alies gant kouerien Broioù-Afrika evit eskemm war ar modoù disheñvel da verañ un ti-feurm.
Lakaat a ra ar gaoz amañ war al labour-douar e Bro-Madagaskar hag e Bro-Mali dreist-holl. E-kerzh ar pennad kaoz e kontañ Françoise deomp peseurt skiant prennet he deus tapet a-drugarez d'an eskemmoù-mañ.
Ur Pennad Kaoz war stad al labour-douar hiriv an deiz met ivez war pouez geopolitikel Europa, Sina pe Rusia war Afrika.
Pennad kaoz a zo ur rummad atersadennoù hir e brezhoneg, war temoù a bep seurt (ekonomiezh, skiantoù, istoer, politikerez, arzourien, broioù estren, etc).
Posupl eo gwelet rannoù arall amañ.
Istitlet eo e brezhoneg an abadenn-se.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !