
Rakprenañ a c’heller betek kreiz miz Mezheven an oberenn-veur-mañ e deroù al lennegezh italianek 800 vloaz zo.
An Divina Comedia, bet lakaet e brezhoneg gant Pêr Bourdellez, beleg, ’zo gwelloc'h eget un droidigezh. Diwar ar 15.000 gwerzenn bennak a ya d'ober an oberenn veur-mañ eus dibenn ar Grenn-amzer, ez eus bet kempennet ur 5.000 bennak en hor yezh, en ur glask mirout spered hor yezh e dibunadur ur gantreadenn varzhus a-dreuz an Ifern, ar Purgator hag ar Baradoz, gwelloc’h-kalz eget an troidigezhioù a zo re bizh e galleg, stambouc’hus hag arabadus, gant gerioù ha troiennoù luziet hag estren deomp. Kentoc’h ez eo ganeomp un azasadur dispar, aes da lenn eus un oberenn a ziazezas al lennegezh italianek 800 vloaz zo, leun a ijin ha lusket gant ur feiz don ha birvidik.
Gerioù nevez n'eus hini ebet en destenn-vrezhonek-mañ. Kontrol d'an embannadurioù e galleg n'eus ket bet klasket treiñ gerioù a zeu da skouer diouzh ar gresianeg evel « Empyrée » : an droienn « An Tron » eo zo bet dibabet.
Kavout a ra deomp emañ tost-tre ar speredelezh vrezhon diouzh dodenn ar Veaj (gw. Beaj Sant Brendan ha diazezidigezh Breizh vihan gant hon Tadoù-kozh pemzek kantved zo). Daoust hag eñ ez eus evit gwir ur bobl all er bed a vije tostoc'h ouzh spered hor c'hantikoù kozh mil anavezet n'eus ket keit-se c'hoazh, hag a zo bet levezonet, end-anat gant Dante ? Anv zo da skouer eus « An Ifern yen », eus an Aelez diniver o nijal evel gwenan, eus munudoù heñvel ouzh « Purgator sant Padrig » bet kempennet e 4000 gwerzenn gant Louis Eunius e dibenn an XVIII-vet kantved en hor yezh, « Ar plac'h dimezet gant Satan » er Barzhaz Breizh, Mojennoù an Ankou Anatol ar Braz...
Sklaer eo ivez e klot mat-tre an doare lennegezh-se ouzhomp, p'emaomp gant Gwerzioù, diazezet e brezhoneg abaoe pevar c’hantved da vihanañ : kontadennoù dramaek kontet e korn an oaled e-pad beilhadegoù ar goañv. Evit o c’hanañ, avat, e vije bet ret gellout rimañ ha kavout troadoù ingal o hirder. Gwell en deus kavet Pêr Bourdellez labourat da gavout ul lusk heson d'ar gwerzennoù, ha deuet eo brav gantañ, a gred deomp.
Rakprenañ dre gas ur chekenn 20 euro evit al levr-mañ 200 paj.+skeudennoù e liv (Imbourc’h c/ Emglev an Tiegezhioù Kergreven 24 29800 Trelevenez, pe dre gartenn-vank dre helloasso
Rakprenañ a c’heller betek kreiz miz Mezheven. Ne vo ket moullet kalz skouerennoù ouzhpenn ar re a vo bet rakprenet a-raok
evezhiadennoù (1)