Mona Braz 'zo brudet evit bezañ kemeret perzh 'ba buhez politikel Breizh. Met drouizez eo ivez, hag he deus skrivet al levr "Les secrets d'une druidesse" embannet gant Robert Laffont.

Petra 'dalv bezañ drouizez hiziv an deiz ? Daoust hag an drouizelezh 'zo ur relijion ? Ouzh petra ‘vez kredet ha peseurt kentelioù hon eus da dennañ eus preder an drouizelezh ?

Kemeret he deus Mona Braz perzh ‘ba buhez politikel Breizh met drouizez eo ivez. Ha setu petra a gont ba he levr “Les secrets d’une druidesse”, embannet gant Robert Laffont.

Respont a ra da vikro Lionel Buannic ‘ba ‘n abadenn Pennad Kaoz evit lakaat ac’hanomp da gompren gwell spered an drouized.