Anne Beaumanoir hag an neurologiezh - An Istor Livet

Réalisation : Brezhoweb – 111 vues

Petra eo al liamm etre an eil brezel bed, brezel an Aljeri hag an neurologiezh ? Anne Beaumanoir evel-just !

Graet he doa Anne Beaumanoir choazoù divoutin da vat e-pad he buhez.

Ganet e-tal Dinan e oa o paouez krogiñ gant e studiaoù war ar medisinerezh pa grogas an eil brezel bed.

Dre ar yaouankizoù komunist he doa kemeret perzh er Resistañs ha savetaet bugale yezhev.

E-pad brezel an Aljeri he doa skoazellet an FLN o kas armoù hag arc'hant hag ur wech tapet gant gournamant Bro-C'hall e tec'has kuit da Vro-Tunisi.

Met m'he deus he flas 'ba koulzad an Istor Livet diwar-benn an ijinadennoù eo rak he doa labouret kalz war an neurologiezh ha graet aroakadennoù bras war studiiñ an epiletologiezh !

Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg da adkavout o klikañ amañ !