Ar Barzhaz Breizh 'zo a-bouez bras 'ba sevenadur Breizh... Padal eo bet lakaet en arvar buan a-walc'h gant tud desket all eus ar prantad !

Anavezout a rit, sur a-walc’h, ar Barzhaz Breizh.

An dastumad kanaouennoù pobl breizhek eus an XIXvet kantved, a-bouez-tre evit an hengoun dre gomz e Breizh. Ul levr hag en doa graet berzh pa oa deuet er-maez ha lakaet hengoun hag istor Breizh ouzh ar c'hiz 'ba Europa.

Met petra a ouzomp diwar-benn e skrivagner, Kervarker, anv-pluenn Theodore Hersart ar Villemarque ?

Ha penaos emañ kont gant tabut ar Barzhaz Breizh ? Ha ma vefe bet ijinet danvez al levr ken pouezus-se gant e skrivagner ?

Sed aze danvez ar video-mañ gouestlet da vuhez hag oberennoù Kervarker !

Istitlet e galleg hag e brezhoneg.