
Ouzhpenn ar fed m'eo bet mouezhiet al lezenn da zigeriñ an eured keodedel d'ar pared heñvel o rev gant "lezenn Taubira", e kendalc'h ar gouarnamant gant lezennoù a-enep an urzh naturel en anv ar "frankiz" hag an "ingalded". N'eus mui na "Mad" na "Droug"...
Ouzhpenn ar fed m'eo bet mouezhiet al lezenn da zigeriñ an eured keodedel d'ar pared heñvel o rev gant "lezenn Taubira", e talc'h ar gouarnamantoù, an eil war-lerc'h egile, da gas war-raok Sevenadur an Ankoù, hag e sav tud a vilionoù, evel n'eus ket bet gwelet biskoazh e Frañs dre ma'z eo kontrol al lezennoù-se, n'eo ket hepken ouzh ar pezh a soñjont hogen ouzh ar skiant vat ha dreist-holl ouzh al "lezenn naturel", hini gwirvoudelezh hon natur den :
- ur familh a zo, dre natur, un tad, ur vamm ha bugale ;
- pep bugel en deus, dre natur, un tad hag ur vamm a zo o c'harg e sevel ;
- ar GPA a ya a-du gant un tebet "Gwir da gaout bugale", pa ranker e gwirionez komz eus "Gwirioù ar bugel" unan anezho o vezañ ar gwir da gaout un tad hag ur vamm ;
- ar GPA a zo sañset difennet e Frañs met "Kelc'hlizher Taubira" eus miz genver 2013 a laka bugale, ganet evel-se, da vezañ anavezet gant al lezenn ;
- ar maouezed n'int ket da vezañ korvoet o feurmiñ o c'hof gant ar GPA ;
- ar PMA/GPA a zo war an hent da vezañ aotreet e Frañs dre forzh boazañ ar c'hedveno hag o lezenniñ da "stourm" ouzh an "digevatalder" a-fet gwirioù etre ar familhoù ordinal hag an tebet "familhoù" gant pared heñvel o rev.
- anvidigezh an Itron Najat-Belkacem e penn ministrerezh an "Desavadurezh Broadel"(sic) a dalvez ez eo mennet ar gouarnamant da genderc'hel gant degas dodenn ar revelezh er skolioù, pa 'z eo un dra brevez a aparchant d'ar gerent, hag ivez, da heul, da vrudañ an heñvelreviadezh d'ur mare ma'z eo bresk ar vugale war ar poentoù-se, hag evel-just kenderc'hel gant ar gealiadurezh faos a-grenn e vije kevatal ha daskemmus paotred ha merc'hed,hag e vefe reizh "cheñch rev" ma kar unan henn ober !...
- traoù all a zo, evel kresk an tailhoù evit an tiegezhioù gant bugale niverus, krennadur an ehan evit ar mammoù o paouez gwilioudiñ hag all hag all.
Emglev An tiegezhioù a gemero perzh en Diskeladeg d'ar Sul 5 a viz Here da zont, hag a c'halv an dud a zo stag ouzh ensavadur naturel ar Familh da vont gantañ.
Ur c'harr-boutin adalek Landerne 'zo aozet, poent eo lakaat e anv. 40 euro dre zen.
Postel : eat@orange.fr 02 98 25 10 72
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !