
Poent eo
Réalisation : Ar redadeg – 5254 vues
Ar Redadeg a ziskouez he c’hanaouenn ofisiel hag er bloaz-mañ eo Plouz&Foen ha Nolwenn Korbell a ro an tempo gant “Poent eo" – un ton leun a startijenn, nerzh hag a roio c’hoant da redek asambles.
Soñjet evit lakaat ar rederien da dridal a-hed ar c’hilometroù.
Er penn a-raok e chom an diskan (bezit prest, chom a raio en ho pennoù e-pad pell !).
“Poent eo!" n’eo ket hepken ur ganaouenn lañsus, ur ganaouenn engouestlet eo ivez.
Plediñ a ra war ur mod soutil hag ampart temoù liammet gant ar minorelezhioù, ar yezhoù gwasket, an treuzkas a vez graet dezho – pe get.
Dre ar pozioù e tegas an arzourien da soñj eo poent cheñch an traoù, lakaat ar yezhoù minorerelaet da vezañ brudet-mat ha bevet war ar pemdez a-benn ar fin.
Un doare da lavaret, en un doare uhel ha kreñv, ar pezh a vez gwisket gant ar Redadeg: bevomp, bodomp, bezomp e brezhoneg !
A-benn un toullad devezioù e vo Ar Redadeg o kregiñ da dreuziñ Breizh, evit an 10vet gwech. Er bloaz-mañ e vo graet a-hed 2 226 kilometr, dre ouzhpenn 300 kumun er pemp departamant breizhat. Ar redadeg a zorn da zorn-mañ a zo un darvoud sportel, sevenadurel ha poblek, hag a loc'ho eus Lannuon d’an 8 a viz Mae evit erruout e Naoned d’ar 16 a viz Mae 2026.
Tem 2026 — « Bevañ, Bodañ, Bezañ » — a ziskouez spered ar vanifestadeg a-stroll evit ar brezhoneg.
Ul loc'hañ festus e Lannuon
D’an 7 hag an 8 a viz Mae, e vo aozet e Lannuon lidioù loc’hañ ar Redadeg : gant ur programm pinvidik ha digor d’an holl. Adalek an deiz kentañ e vo Redadeg ar skolioù, ur fest-deiz hag ur veilhadeg e brezhoneg gant arzourien liesseurt. D’ar Gwener, goude an abadennoù ha lidioù kentañ, e vo roet loc’h da 4e gm, gant « Nolwenn Korbell » ha « Plouz & Foen », etre re all.
Sonadegoù hag ar fest-noz da heul a roio d'ar gouel un aergelc’h laouen, gant boued hag evajoù war al lec’h.
Ur redadeg evit ar brezhoneg
Ar mennozh a chom ar memes hini: gwerzhet e vez ar c’hilometradoù d’an dud, d’ar c’hevredigezhioù, d’an embregerezhioù ha d’an tiez-kêr. Pep kilometrad prenet a ro ar gwir da zougen ar vazh-test, met ivez a zo un digarez d' arc’hantaouiñ raktresoù evit diorren ar brezhoneg.
An hanter eus ar gounidoù a yelo da rouedad ar skolioù Diwan, hag an hanter all da raktresoù sevenadurel ha mediaoù a sikour implij ar brezhoneg bemdez. « Pep kilometrad ha ne vo ket ket prenet a vo ur c’hilometrad kollet evit ar yezh », eme an aozerien.
Un degouezh simbol e Naoned
Goude nav devezh ha eizh nozvezh a red hep ehan e vo degouezhet ar Redadeg : e Naoned d’ar 16 a viz Mae, e park ar Chanterioù. Ur gêriadenn festus a zigoro adalek kreisteiz, a-raok ma vo diskuliet ar gemennadenn kuzhet er vazh-test, bet kaset a zorn da zorn e-pad ar redadeg penn-da-benn.
Echuiñ a raio ar gouel gant ur programm sonerezh pinvidik gant « Startijenn », « Nolwenn Korbell », « Eben » pe « Caamaño & Ameixeiras », hag evit klozañ e vo « Plouz & Foen » gant « RTZ Kolektiboa ».
Evit choaz ha prenañ ur c'hilometr ...
...kit war lec'hienn Ar Redadeg :
Troet eo ar pennad-mañ diwar hini e galleg ...
Ar Redadeg 2026 : 2 226 km pour faire vivre la langue bretonne, de Lannion à Nantes
Adlenn ha lusk ar brezhoneg gant J-L Le Floc'h
Documents liés
-
75584-kemennadenn_gelaouin_kemper_25
Ar redadeg
Ar kemennadenn
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !