Bet eo bet skipailh Brezhoweb oc'h ober un tamm tro d'ar Vran Fest, ur festival a lak sonerezh metal da gejañ gant ur fest krennamzer !

Sur-mat ho peus klevet komz eus an Hellfest dija.

Ba Breizh e vez adkavet festivalioù Metal a bep seurt. Met n'eus ket mui kalz a festivalioù folk metal. Padal e vez adkavet 'ba 'n doare sonerezh metal-se, liammoù gant an hengoun, dre implij benvegoù hengounel.

Ha lies e vez staget ur skeudenn faltaziet eus ar Gelted pe ar grennamzer.

Ar Vran Fest 'zo ur festival nevez ha divoutin a lak ar bedoù dishañval-se da gejañ.

Met liammoù 'zo evit gwir etre ar metoù-se ?

Sed aze 'pezh 'zo bet klasket kompren gant Brezhoweb en ur atersiñ ur skipailh bihan met leun a entan !

Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.