
Ar vell-droad gouezelek 'zo ur sport kozh eus Bro-Iwerzhon c'hoariet un tammig e pep lec'h... Ha muioc'h-mui ba Breizh evel-just !
Arruet oc'h skuizh gant bed ar vell-droad ? C'hoant ho peus da esaeañ ur sport nevez, kelt hag a c'houlenn energiezh ?
Setu ar vell-droad gouezelek !
Ur sport kozh-noe a vesk rugby, mell-droad ha mell-dorn hag e vez kavet muioc'h-mui e Breizh.
Dewi 'zo bet e Rostrenn e-pad tournamant broadel ar baotred evit klask kompren gwell ar sport dibar-mañ !
Un abadenn istitlet e brezhoneg, galleg ha saozneg, da adkavout o klikañ amañ.
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !