Bed ar Brezhoneg

Réalisation : Brezhoweb – 150 vues

Kalz traoù vez graet e brezhoneg, met chom a ra re alies ar raktresoù-se kuzhet e meskl hor buhezioù prim ha stank.... Setu perak hon eus krouet Bed ar Brezhoneg !

"Bed ar Brezhoneg" evit chom hep c'hwitañ war an traoù nevez savet e brezhoneg.

Kaset e vez raktresoù liesseurt da benn gant brezhonegerezed ha brezhonegerien. Re alies siwazh, e chom ar raktresoù-se kuzhet e meskl hor buhezioù prim ha stank.

Ur bajenn nevez war lec’hienn Brezhoweb evit lakaat war-wel podkastoù, levrioù, darvoudoù ha sonerezh e brezhoneg !Ur bajenn nevez war lec’hienn Brezhoweb evit lakaat war-wel podkastoù, levrioù, darvoudoù ha sonerezh e brezhoneg ! © CC-BY-SA

A-benn reiñ deoc'h an amzer neuze, da brofitañ deus ar brasañ niver a raktresoù hag evit ma ne chomfe ket kollet en aner an devezhioù labour hag ar strivoù graet gant ar gevelerien gouestlet d'ar brezhoneg, e kinnig deoc'h Brezhoweb asambles gant oberourien liesseurt ur rann nevez eus hol lec'hien...

Bed ar Brezhoneg a vo ur rummad eus Brezhoweb lec'h ma 'vo renablet un dibab podkastoù, levrioù, darvoudoù ha sonerezh graet e brezhoneg.

Aze e vo tu deoc'h goût pep tra diwar-benn an traoù nevez savet.

Kit bremañ war Brezhoweb rann Bed ar Brezhoneg !