
Bez ’zo eus SKKEAB ur strollad kerent ha kelennerien, a bep seurt dañvezioù gante, lakaet war sav e penn kentañ miz Genver 2004 ha mennet start da enebiñ groñs deus raktresoù Rektorelezh Roazhon
Strollad Kerent Kelennerien Evit Ar Brezhoneg
Comité Parents Professeurs Pour Le Breton
Bez ’zo eus SKKEAB ur strollad kerent ha kelennerien, a bep seurt dañvezioù gante, lakaet war sav e penn kentañ miz Genver 2004 ha mennet start da enebiñ groñs deus raktresoù Rektorelezh Roazhon evit an distro-skol.
Da lavarout eo :
En Aodoù-an-Arvor ,e vo lamet an opsion eilvet klas :
e lise Pavie e Gwengamp
e lise Kerraoul e Pempoull
e lise Savina e Landreger
e lise Freyssinet e Sant-Brieg
En Il-ha-Gwilen , e vo lamet an opsion eilvet klas :
e lise Beaumont e Redon
e lise Chateaubriand e Roazhon
hag an opsion e skolaj Les Chalais e Roazhon
E Mor-Bihan , e vo lamet an opsion eilvet klas :
e lise V.Hugo e Henbont
e lise Dupuy de Lôme en Oriant.
E Penn-ar-Bed e vo lamet an opsion eilvet klas :
e lise Kerneuzec e Kemperle
hag an opsion er skolaj Collobert e Pont ar Veuzenn ivez.
Buan meump tapet reiñ da c’houzout hom soñj e-barzh ar mediaoù dre ma oa ret hen ober diouzhtu (ha n’eo ket echu!).
Ret e oa dimp kavet skoazell gant ar sindikadoù (Bez ’oamp er vanifestadeg e Roazhon d’an 21 aviz Genver). Ret e oa dimp ivez kavet skoazell gant ar gerent, an aozadurioù sevenadurel, tud a bep seurt.
Kemer a ra perzh an emgann-se, d’hom soñj, er stourm hollekoc'h a-enep dismantr ar Sevenadur, an Enklask hag an Deskadurezh. En tu all da gement-se kouslkoude, meump da saveteiñ ha da wareziñ kelenn ur yezh en arvar.
Se zo kaoz e fell da SKKEAB, strollañ an holl dud war ar gudenn-se, a benn lakaat ar Rektorelezh da gilañ.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !