Iliz Intron-Varia Lourdez (Gwened, 2025 Kerzu 20). Yannig Baron e vuhez evit ar brezhoneg. Fotoioù, pdfoù.

Petra a vije bet gwazhoc’h eget bezañ amañ e Gwened, savet en ma sav dindan ar glav, e-kreizig ar mizioù Du, pa vez gris-gris an oabl a-raok na zeuio da vat an deñvalijenn fenoz? Petra a vefe gwazhoc’h , hañ ? Nompas bezañ amañ... A-drugarez da lec’hiennoù rouedadel breton (« ABP », « Ar Gedour ») ez eo bet diskoachet keloù resis, forzh pelec’h e vezer o chom. Un overenn e brezhoneg a vo lidet en iliz Intron-Varia Lourdez (Gwened). Ha setu deuet int niverus, eus ar seizh avel, eus Breizh he femp departamant. Evit Yannig, hag e familh dezhañ ivez (e gwreg Monique hag e blac’h ...).

Gwened: leun eo Iliz Intron-Varia Lourdez a zo tost diouzh ar mor.

Leun eo an iliz. Aozet mat eo bet al liderezh. Ur follenn-baper vraz, warni un diverradur (e galleg) eus buhez Yannig. Hag e-leizh a zanvez all (kantikoù, lennadenn, pedennoù) e brezhoneg. A-walc’h da reiñ da bep hini, ma vefe kustumet pe get, da heuliañ dibunañ an overenn, pe kentoc’h da gemer perzh evel ma kar. Bezañ amañ e-touez an holl, a zo mat. Bezañ amañ dre soñj, a zo mat ivez.

Kelc’h ar vignoned ha bretoned a bep seurt hag eus pep lec’h

Tost ouzin zo un amezeg dezhañ. Tost ouzin zo un den, Yann-Vadez, bet mestr-skol e Dihun (skol Sant Gwen, Gwened), ha bet enseller da heul. Tost ouzin ivez zo un den all, Pol, ur c’hannad anavezet mat er vro ha pelloc’h c’hoazh, douget gantañ dirak ar gouarnamant ul lezenn evit ar brezhoneg hag ar rannyezhoù all... Pelloc’hik ez eus bankoù miret d’ar reoù resevet Kolier an Erminig gante. Hag e-touez an holl deuet amañ, ez eus dremmoù dianavezet mes ivez dremmoù gwelet amañ hag ahont, a-hed ar bloavezhioù tremenet, en abeg d’ar Feiz pe d’ar Brezhoneg pe an daou. Evel un emgav familh eo, en ur mod.

O c’hortoz ez errufe an arched, n’eus nemet traoùigoù personel lakaet war al leurenn, dirak an aoter : ar gasketenn martolod (douget gant Yannig war ar bemdez) ha Kolier an Erminig (resevet gantañ e 2004, rak al labour divent graet gantañ evit Breizh hag ar brezhoneg). Ar banniel « Gwenn-ha-Du » a vo lakaet war an arched gant « ar re Erminiget » (ar re enoret gant ar C’holier prizius hag istorel).

Un overenn e brezhoneg liv bro-Wened warnañ

Lidet e vo an overenn gant an Tad Brient, anezhañ ur brezhoneger ampart. Sikouret e vo gant daou ziagon eus Eskopti Gwened, Eflamm (rener Ar Gedour) hag an talabarder a-hont tost ouzh an ograoù. Brav e vo ar sonerezh a vo selaouet e-korf an overenn. Brezhoneg liv a Vro-Wened warnañ a vo dibunet, kanet, ha klevet (betek an homelienn/prezegenn a grogo gant an Aviel ha dillo a lakaio ar gaoz diwar-benn Yannig e hent-buhez).

Dav eo din menegiñ un dra evit ar vrezhonegerien

Skrivet eo tout an traoù e doare-skrivañ peurunvan, nemet cheñchamanchoùigoù liammmet ouzh ar Gwenedeg. Mod-se e c’hello pep hini kompren (hervez e live) hep diaezamanchoù ar pezh a vez skrivet. Reiñ a ran amañ un toullad skouerennoù : « get/gant, getañ/gantañ, geneomp/ganomp, doc’h/diouzh, doc’hoc’h/ouzhoc’h, arriet doc’h ar groaz/arruet ouzh ar groaz, an Neañv pe an Ne/an Neñv, ag ho taouarn/eus ho taouarn, aveit/evit, an hani/an hini, àr/war, àr an douar, àr ar mor/ war an douar, war vor, berped/bepred, joe/joa, Jezuz pegen bras eo/Jezuz pegen bras ve, .../... » . Souezhus un tamm pa zeuer eus tachennadoù ar C’HLT ? Posubl eo koulskoude - buan a-walc’h , pe tamm-ha-tamm - ober gant-se, a lavarfen...

War roudoù Yann-Bêr Kalloc’h, ar besketaerien o tonetañ, hag ar Morlu

« Me zo ganet é kreiz er mor

Ter lèu ér méz ;

Un tiig gwenn duhont em-es,

Er benal 'gresk étal en nor

Hag el lann e hol en anvez.

Me zo ganet é kreiz er mor,

E bro Arvor. ».

Testenn (o tont eus al levr « Ar en deulin », embannet e 1935) gant Yann-Bêr Kalloc'h (1888-1917). Sonerezh gant Jef Le Penven (1941).

Kanet eo bet pozioù-kentañ ar varzhoniez-mañ ha zo dudius he zon.

Rak mil vrudet eo e Breizh an destenn-se, skrivet gant Yann-Bêr Kalloc’h, barzh Bleimor, bet ganet war Enez Groe ha lazhet abred er brezel Pevarzek. Kenderv dezhañ e oa Yannig (bet ganet e 1936).

Ha da heul :

« Ganet e-kreiz ar mor e oa Yannig .../... » .

Dre an diverradur dibunet e brezhoneg e oa diskouezet kammedoù buhez Yannig, liammet ouzh pesketañ evit kregiñ. E-bourzh bigi-tonetañ e-touez ar re ziwezhat – ar bigi-dre-lien « dundee » bet ijinet gant un tad-kozh dezhañ, a oa o ouelioù o vleuniañ war ar mor etre an daou vrezel dreist-holl, a oa o c’houc’h ken mistr o red pell ha buan war ar mor -, e vevas ar mousig avanturioù (a-wechoù gwalldroioù skrijus) martolod ha pesketaer.

Ur prantad er Morlu ( « La Royale » evel ma vez lâret e Breizh). Setu perak e oa ur boked-bleuñv a-berzh « Bagad Lann-Bihoue » lakaet tost ouzh an arched. Dre ma oa Yannig ivez un talabarder, d’ar poent-se.

Distro ba ‘ Vreizh. Avañtur Menez-Kam, ar sevenadur vreton hag ar yezh

Distroet eo da vat e Breizh e 1970, gant Yann Goasdoue. E maner « Menez-Kam », war-lein ar « Menezioù Du », tost da C’hourin e Bro-Gerne, e vo roet lañs d'un oaled sevenadurel pouezus. Kalzig-kalz a dud a treuzkaso eno, pa vo e bar he brud. Dre-se e c’hello an den, genidik eus Enez Groe mes deuet eus Toulon nevez zo, sevel liammoù nevez gant kalz a Vretoned.

Ha dav eo din menegiñ ez eus bet savet ur c’hamp eno, e Menez Kam, gant ar Skaouted « Bleimor », un toullad bloavezhioù a-raok, e-pad vakañsoù amzer-Fask 1965 ?

Santez-Anna Wened (1996). Pa vez ar Pab Sant Yann-Baol II degemeret e Breizh.

Ar wech kentañ eo e vez raktreset gweladenn ur Pab da Vreizh, a-hed an istor. E Breizh ? An douaroniezh, an istor, ar yezh, ar bobl, en ur ger « ar vro », pelec’h emaint e spered an aozourien ? Netra raktreset war ar poentoù-se, war e seblant. N’eo ket posubl ! Seizh vloaz a-raok an darvoud istorel-mañ e sav Yannig en e sav ! Da zihuniñ ar vro, gousket un tamm anezhi. « Je suis chrétien en tant que disciple du Christ, mais je garde ma pensée et j’ose dire ce que je pense ! » (dont a ra ar frazenn-mañ eus an destenn e galleg, war follenn an overenn). Kontet eo bet tout ar prantad-se e-barzh e levr « Le Message de Jean-Paul II aux Bretons » embannet gant « Coop-Breizh » (gwelout fotoioù ha pdf staget ouzh ar pennad-mañ).

Deuet eo ar mousig da vezañ kabiten, sklaer ha splann. Hag e chomo betek dibenn e vuhez.

« Dihun », ar skolioù divyezhek katolik, ar c’helenn teiryezhek mod « Artigal »

Savet eo bet ar gevredigezh « Dihun » gant Yannig (ha hi deuet da vezañ « Divaskell » diwezhatoc’h) evit plantañ brezhoneg e skolioù-mamm pe skolioù kentañ derez katolik.

Aet eo Yannig o taremprediñ Josep Maria Artigal, ur mestr-skol a vro Katalan savet gantañ un hentenn deiryezhek (galleg, ur yezh vihan da virout ha da ziorren: brezhoneg evidomp, saozneg) skignet e pep lec’h e broioù Europa. War e seblant, tudoù all ne oant ket a-du gantañ, evit abeg pe abeg (Aon e vefe beuzet ar brezhoneg dindan ar saozneg ? Aozadur ? Kaout kelennerien e brezhoneg ?).

Skolioù zo o kenderc'hel gant an hentenn-mañ, da skouer e bro Naoned: La Joliverie (Ste Madeleine)

Evit an holl skolioù, divyezhek pe get, e c'heller ober un dra bennak. Gwelout penaos aozañ ur c'helenn a 45 mn pe a 30 mn, dre an an teuliad-mañ cycle 3, Montpellier 2005 .

O stourm e oa Yannig evit lakaat e pleustr ur politikerezh evit ar yezhoù bihan. Petra a vanke e Breizh evit stummañ kelennerien e brezhoneg, hervezañ ? Un diplom bak+3 (« licence d’enseignement ») gouestlet ouzh ar c’helenn e brezhoneg.

Tro Breizh (pe Tro Breiz)

Diwar c'houlenn Yannig eo eo bet an Dro Vreiz betek Naoned, hervez kont.

Dav eo menegiñ un dra all. An Iliz-mañ (Intron-Varia Lourdez, Gwened) a zo bet he Ferson an Tad Dominique de Lafforest (brezhoneger eus Karanteg, skrivagner, treser, hag... aluzener o vont gant an Dro Vreiz e-pad bloavezioù ha bloavezhioù).

Intrudu all : « Breizh Impacte » ha kement zo

E penn intrudu all eo bet Yannig. Evel « Breizh Impacte » (gwelout ar foto a zigor ar pennad-mañ, tennet e Gwened), devezhiadoù-studiañ pe kollokoù (Institut de Lokarn, da skouer), sizhunvezhioù e brezhoneg kostez Forest Iraty er Pireneoù (bro Euskadi hanternoz), difenn ar peulvanoù (Karnag).

War-lerc'h an overenn, envorennoù ha lennadennoù da reiñ enor da Yannig.

War-lerc'h an overenn, hag e-barzh an iliz ez eo bet enoret Yannig gant meur a zen.

He familh da gentañ-penn (un digarez da selaou ouzh e vouezh, ur wech c'hoazh) . Tudoù all ivez:

. Jean-Claude Le Ruyet (evit bed ar c'helenn)

. Pol Molag (evit bed ar politikerezh)

. Yvon Ollivier (evit an dazont)

Gouest e oa da welout pell war-zu an dazont ha kevrediñ an dud.

E dielloù zo aet gant Yvon Ollivier n’eus ket re bell, evit kenderc’hel da zougen pe buheziñ raktresoù war poent pe boent.

Sur a-walc’h e chomo goullo e blas en ti e-pad Nedeleg hag ouzhpenn. Chom a ra an Esperañs (evit an dud a Feiz) hag ur skouerenn dispar evit an holl. Chom a ra ivez en diskouarn ur vouezh, dezhi ur fent c'hwek pe flour a-wechoù.

Yannig, diwar ar c'helenn e brezhoneg. Atersadenn gant Philippe Argouarch (ABP) .

Pennad-kaoz (3mn55) Yannig Baron aterset e 2020 gant Philippe Argouarch.

Gerioù

. liderezh, ul liderezh brav la liturgie, la célébration. Paotr eo ar ger e brezhoneg.

. ar seizh avel les 7 vents, e brezhoneg (= quatre vents, e galleg)

. « ar re Erminiget » les Herminés, récipiendaires du Kolier an Erminig (Collier de L’Hermine), créé par le Duc Jean IV.

. KLT, ar C’HLT Kerne/Leon/Treger, An deir dachennad istorel all ma vez ar brezhoneg o vevañ enne c’hoazh.

. « dundee » Bag-dre-lien, implijet evit tonetañ (pesketañ an ton), treset brav evit mont buan. Muioc’h eget daou-c’hant anezho a oa bet o verdeiñ war ar Mor Keltiek, etre an daou vrezel e-pad mizioù ar pesketañ. Staget e oant ouzh porzhioù Breizh-su adalek Kameled betek Pornizh, ha pelloc’hik c’hoazh er su.

. Yann-Bêr Kalloc’h (Bleimor). E levr barzhonegoù a c’heller kavout dindan titl « Ar an deulin » (a dalv « War an daoulin » e brezhoneg standard).

. talabarder Ur den o seniñ gant ar vombard. Ur c’houblad nerzhus ha plijus a vez graet gant ar vombard hag an ograoù, e Breizh. Brav ha don evit al liderezh (la liturgie)

. An ograoù Les orgues. Benveg sonerezh difiñv a c’heller kavout en ilizoù dreist-holl.

. Santez-Anna Wened Sainte Anne d’Auray (Morbihan). Al lec’hienn nemeti ma ’z eus bet un emziskouez anavezet gant an iliz katolik war an douar a-bezh. Intron Santez Anna hec’h-unan a lâr e brezhoneg da Yvon Nikolazig : « Me zo Anna, Mamm Mari » (skrivet e galleg e teuliadoù ofisiel d’ar poent-se - er seitekvet kantved [XVII] emaomp - , lakaet e brezhoneg adarre hirio)

. aluzener Aumonier, responsable spirituel

. Dihun, Divaskell Dihun, réveil ; Divaskell, deux ailes

. Kevrediñ an dud Fédérer les gens.

. Hatoup ! Ger hengounel implijet er Mor-Bihan d’an nebeutañ. Pa veze ar bigi-pesketañ oc’h en em vodañ a-raok mont war-zu an doñvor (Mor Keltiek...) da donetañ.

MAJ 26/12/2025

Documents liés
  • PDF 72984-2025_12_20_gwened_yb_follenn_o Parrez YV Lourdez (Gwened)
    follenn overenn an obidoù (e brezhoneg). Feuille de messe en breton (incluant notice biographique de Yannig Baron en français
  • PDF 72984-1996_levr_yb_kenta_gweladenn_u Levr Yannig Baron (Coop Breizh)
    page 103 du livre écrit par Yannig Baron: analyse des chiffres et provenance du public lors de la visite historique de Jean-Paul II à Ste Anne d'Auray (1996).
  • PDF 72984-2010_institut_locarn_dihun_col Institut de Locarn, Dihun, ...
    livret de présentation du colloque international (2010). Peseurt politikerezh yezh evit Breizh ar 21añ kantved ? Quelle politique linguistique pour la Bretagne du 21e siècle ?
  • Testenn skrivet gant Xavier Grall (troet ha lennet e brezhoneg), war-lerc'h an overenn.