Deiziataer an distro-skol 2026 !

Réalisation : Brezhoweb – 608 vues

Achu gant ar vakañsoù, poent distreiñ d'ar skol ! Setu nevezentioù an distro-skol 2026, kinniget deoc'h gant skipailh Brezhoweb ! Adkavit levrioù, podkastoù, pladennoù sonerezh, videoioù ha darvoudoù e-leizh evit an distro-skol !

Achu gant ar vakañsoù, poent distreiñ d'ar skol, ha distroet eo skipailh Brezhoweb ivez eus he vakañsoù ! Setu nevezentioù an distro-skol 2026, kinniget deoc'h gant skipailh Brezhoweb e-barzh deiziataer ar miz !

Adkavit levrioù, podkastoù, pladennoù sonerezh, videoioù ha darvoudoù e-leizh evit an distro-skol !

Florent, Maëlla ha Nikolaz a ginnig levrioù evit an distro-skol :

  • Maouezed ar roc'h (Al Liamm)
  • An erer hag ar sorserez (An Alarc'h embannadurioù)
  • Ne fell ket din mont d'ar skol (Bannoù Heol) !

Nikolaz a ginnig deoc'h podkastoù evit prederiañ, gant ar podkast anvet "Prederiomp" hag ivez Troioù-kaer Nasredin (Radio Naoned).

Kalz re a videoioù nevez a oa da ginnig ar miz-mañ (tresadennoù-bev, magazinoù...), neuze e vo kinniget deoc'h koulzad nevez An Istor Livet nemetken, gant kalz a cheñchamantoù, kinniget gant Nikolaz evel-just, ha... gant Julia !

Met ivez albom diwezhañ Madelyn Ann, "Lies" gant Dewi hag a ginnigo ivez lodenn an darvoudoù gant ar genstrivadeg skrivañ davenelloù !

Hag evit achuiñ e laka Florent ar gaoz war "Pl@ntNet" un arload troet e brezhoneg nevez 'zo.

Ur video istitlet e brezhoneg hag e galleg, deoc'h da choaz, da welet war lec'hienn Brezhoweb pe war an holl rouedadoù sokial.

Distro-skol mat deoc'h war Brezhoweb !