Petra 'zo nevez e brezhoneg evit an distro-skol 2025 ? / Agenda culturel en breton

Réalisation : Brezhoweb – 357 vues

Achu eo ar vakañsoù evit skipailh Brezhoweb ivez, hag e krogomp gant an deiziataer hag an tresadennoù-bev nevez !

Distroet eo skipailh Brezhoweb eus he vakañsoù !

Krogiñ a reomp gant an deiziataer evit kinnig an traoù nevez e miz Gwengolo.

Katell ha Dewi a ginnig levrioù evit an distro-skol :

  • Nul eo ar 6vet klas embannet gant Goater
  • Brezel ar c'hleuzioù embannet gant Al liamm 
  • Daou Vignon er C'hoad embannet gant Bannoù-heol.       

Met ivez albom diwezhañ Loened Fall, "Start da lazho" gant Dewi hag ar podkastoù nevez war Heklev Podkast gant Florent.

Nikolaz a ginnig deoc'h an tresadennoù-bev nevez da gavout war Brezhoweb evit penn-kentañ ar bloavezh-skol :

Troioù-kaer Tintin, advouezhiet e brezhoneg evit ar wech kentañ, hag an azen Trotrig evit ar re vihanañ.

Hag evit achuiñ e laka Katell ar gaoz war "Breizh a live" un darvoud evit difenn ar yezh hag a vo d'ar 6 a viz Gwengolo.

Ha Nikolaz war gweladennoù heñchet e kastell ar Roc'h-Jagu hag iliz Pleuwigner.

Distro-skol mat deoc'h war Brezhoweb !