Katell Chantreau (Desevel ar vugale e brezhoneg) - Pennad Kaoz
Réalisation : Brezhoweb – 2040 vues
Katell Chantreau, Tezennerez, aterset gant Lionel Buannic barzh an abadenn "Pennad Kaoz" savet gant Brezhoweb. Un abadenn istitlet e brezhoneg.
Penaos treuzkas ar yezh 'barzh un endro e galleg ? Perak e vez treuzkaset ar yezh hiziv an deiz gant familhoù a bep seurt ? Lakaat a ra ar gaoz Katell Chantreau war ar goulennoù-se.
Kaset he deus da benn Katell Chantreau un dezenn war treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Lakaat a ra ar gaoz en hec’h enklaskoù war an diaesterioù koulz ha war ar youl a zo gant ar vrezhonegerien yaouank da gomz brezhoneg d'o bugale.
Pet anezho a deu a-benn da dreuzkas ar yezh ?
Penaos 'vez graet ganto ha peseurt strategiezh a vez lakaet e plas ?
Daoust ha c'hoari a ra endro ar gerent war o zibab da gomz brezhoneg gant o bugale ?
Pennad kaoz a zo ur rummad atersadennoù hir e brezhoneg, war temoù a bep seurt (ekonomiezh, skiantoù, istoer, politikerez, arzourien, broioù estren, etc).
Istitlet eo an abadenn-mañ e brezhoneg.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !