An engravadur war lino ! / La linogravure - Made e Breizh

Réalisation : Brezhoweb – 272 vues

Implijet e vez ar memes teknik evit an engravadur war lino hag evit an engravadur war koad a-benn ar fin.

Klariz 'zo bet war roudoù Jeanne Malivel !

Bet eo bet Klariz o welet Solen er Stal evit gouzout penaos ober an engravadur war lino.

C'hoant he deus bet klariz da engravañ he bizied ivez... Met n'eo ket ken aes 'vel al lino !C'hoant he deus bet klariz da engravañ he bizied ivez... Met n'eo ket ken aes 'vel al lino ! © CC-BY-SA

Entanet bras gant al labour-se o deus klasket ober un teknik evit implij daou liv.

Brav an disoc'h met ret eo bezañ resis memestra.... Ha ma n'ho peus ket graet james e c'hellit krogiñ gant ul liv hepken, kalz aesoc'h e vo. Ha diwallit d'ho pizied !

'Mod all, e c'hellit ober galetez 'mod Pondi mard oc'h troet gant ar boued kentoc'h.

Pe an daou asambles met diaes e vo chom war evezh, me 'lâr deoc'h !

Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.