
Enkadenn ar ganedigezhioù a zispleg evit un darn digresk ar skolidi er roudadoù divyezhek. Petra zo kaoz eus an enkadenn-mañ ? Du eo an dremmwel. Un diouer a esperañs ?
50 vloaz ‘zo, e 1975, e oa bet votet lezenn Veil an diforzhioù-bugale. E 2024 ez eus bet 13,338 diforzhadenn e Breizh (B5) hervez sifroù an Drees a zo un aozadur a-berzh Stad. Tennañ a c’heller eta ez eus bet lazhet e kof o mammoù abaoe, ouzhpenn un hanter milion a vuhezioù e Breizh. Dek dre gant eus hor poblañs. Digreskiñ a ra ar sifroù er Stadoù-unanet hag e Rusia, met e Frañs ez int gwashoc’h-gwashañ hag abaoe pell. Etre 2023 ha 2024 ez eus bet ur Baby-krach c’hoazh (-2,2 %) ha kresk an Ivg-où (+3%) e 20242. Etre 29 % (44) ha 37 % (22) eo ar feur diforzhañ-bugale/ganedigezhioù hervez an departamantoù. = ouzhpenn ur bugel engehentet war bemp bugel a vez lazhet e Breizh. E keit se e komañs ar sifroù eus ar skoliata divyezhek da zigreskiñ daoust ma oa bet digoret skolioù ar bloaz-mañ : en Orvez, Ar Gêr-veur, Landreger... Un diouer a lañs zo gant an Emsav, sklaer eo, hag ivez, e par ar gevredigezh, diaesterioù bras ’zo a vir da sevel seder bugale : kalz a draoù a c’hell reiñ da intent kement-mañ, hag alïes ez int liammet :
- dizurzh politikel sokial hag armerzhel e Frañs, an dilabour ha amplegadoù labourat diaes, lojeiz kalz keroc’h da brenañ ha digavadus da feurmiñ izelbriz, digresk ar skoazelloù d’an tiegezhioù e-keñver priz ar vuhez...
- diskar lezennel ensavadur an tiegezh ; distabilded ar c’houbladoù (frankizelezh seksel, redoù-vicher a lak unan da labourat pell...) ; an hanter eus ar vugale a vez ganet hep na vefe dimezet o zud ; goapaerezh ouzh ar merc’hed tradwife ; gwazed ha merc’hed ‘zo n’int ket evit kefleuniañ o zlead e-keñver ar gevredigezh he deus ezhomm koulskoude e ve ganet bugale evit dreist-padout : kavout a reont palioù all en o buhez hag e kavont gwelloc’h... paeañ muioc’h a dailhoù ;
- Gwazed a zo ne gavont ket o far abalamour m’o deus ur stuzegezh mirelour, gourelour pistrius zoken a-wechoù, hervez ar venelouriezh. Ur gwallefed eus al luskad #MeToo eo eta e pella gwazed zo diouzh ar merc’hed ha ne savont ket tiegezh pa ne gavont ket o flas er stuzegezh nevez ; ret eo menegiñ ivez e vez an tadoù a vez nac’het outo o gwirioù goude un disparti gant o fried-bet ; perak ivez bezañ tad pa torrdimez an hanter eus ar c’houbladoù ha peurvuiañ war c’houlenn ar bried ha ma ya ganto ouzhpenn gward ar vugale ? ;
- Merc’hed ’zo a c’houzañv diwar batriakelezh ar gevredigezh, emezo, hag hel lavar ouzh ar Groaz en Emsav brezhon wokelour. Tarañverezh diaspad a vez e Ya !, Bali Breizh, Radio Kleiz Breizh, ha programmoù ar skolioù a ziberc’henn ar gerent eus desavadurezh divezel o bugale. Diwar-se e vez hadet disfiz put ouzh ar wazed dre vras, ha da heul n’eo ket souezh an efedoù war ar briedelezh, ar ganedigezhioù ha niver ar vugale er skolioù divyezhek ;
- ur bed ankenïus : ar brezel en Ukrenia, Trump dirakweladus... Kudennoù tommadur an hin, ar saotradur, drasterezh ar gweleadoù kailh, gaz hag eoul-maen ;
- pandemïezh ar C’hovid zo bet a-bouez ivez, bac’het ma oa bet an tiegezhioù en o ranndioù bihan, ha torr-dimezioù a oa bet e leizh... - 30 % eus ar maouezed ne fell ket dezho kaout bugale e Frañs. Ne fell ket dezho bezañ strobet ganto ha chom hep gellet bevañ a zevri o buhez personel ha micherel. Bez ez eus ivez ar « samm-spered » a zegouezh gant ar bried, pounner-mat, a rank soñjal e pep tra, bezañ ur vamm vat, ur bried karantezus ha fichet brav, ha chom hep aberzhiñ he red-vicher, ober ar braz, alïes-tre, eus trevelloù an ti, ar predoù ; pa ne vez ket unanet mat ar c’houblad ha pa n’eus ket mui sikour an tiegezh – breudeur ha c’hoarezed (pa vez rak bihanaet eo a galz niver ar vugale), tadoù ha mammoù kozh pergen, evel ar vignoned, o chom re bell - ha pa ne vez ket kenskoazell an amezeien evel gwechall... sevel ur bugel zo « afer ur meuriad » a lavar ur c’hrenn-lavar afrikan ha ne zle ket bezañ er pleustr hini ar vamm nemetken ; - pep tra a vez graet evit lakaat an dud da soñjal ez eo ur seurt « luks » kaout bugale, hag e c’hellont dioueriñ an dra-se, en anv ar frankiz. N’eo ket mui ur frankiz evit ober ar mad evel ma lavar an Iliz, met ar pezh a garer hepmuiken ;
Padal, un dlead hag un evurusted eo treuzkas ar vuhez, reiñ d’hon tro ar pep gwellañ a c’hellomp. « Ar pezh na vez ket roet a vez koller » a veze laret. An hent ordinal e buhez an dud, merket en o boud, eo ar briedelezh evit ar pep brasañ eus an dud. Memestra e ranker merkañ o deus ar merc’hed ur chañs n’o deus ket ar wazed : ur bondoug eo ar vammelezh enno, graet eo o c’horf evit se. Evit ar wazed e seblant an traoù bezañ skoempoc’h : deskiñ a rankont an tadelezh, en em lakaat e servij o ziegezh ha n’eo ket plegañ da vondougoù seksel-rik, a nerzh, feuls a-wechoù, pe da glask ar galloud hag an arc’hant. Me soñj din o deus ar merc’hed da zoñvaat o gwazed war an tachennoù se, hag en greont mat peurvuiañ : ur seurt desavadurezh diechu a ziwask gwazed ‘zo, ret eo laret. « Evit reizhañ ur bleiz eo ret henn dimeziñ », a lavared. Met ma soñj n’eo ken !
Gant ar rollad fedoù-mañ ez eo deuet kalz diaesoc’h sevel tiegezh ha kaout bugale niverus. Dont a ra din evelkent ur c’hrennlavar all a ve mat lavarout d’ar c’houbladoù : « Pa zeu Yann e teu gant e damm (boued) » : Pa vez ganet ur bugel e vo pourvezet d’e ezhommoù gant Ragevezh Doue. Ur mank anat-tre a esperañs kristen zo, paz eo du an dremmwel.
Ya : du eo an dremmwel, ken e par an uhelvennad a zoug EaT evit ur Vreizh kristen ha brezhonek n’eus ken anezhi, kement hag evit ur blanedenn gant skoselloù a zo niverusoc’h ha dañjerusoc’h en abeg d’ar galloud brasoc’h-brasañ dre benn d’an teknologïezhioù ; hag e vez kreizennet galloud an teknologiezhioù, gant an arc’hant bras etre tud bihanoc’h-bihanañ an niver anezho ha na glaskont ket e ve tizhet an evurusted gant holl annezerien an Douar... met kentoc’h digreskiñ a galz an niver anezho, erlerc’hiet gant an IA...
Komz brezhoneg zo stourm evit pivelezh ar broioù, gwriziennadur an dud a-enep ar globalizasïon dizenel-se. Hervez an Avïel ez eo dreist-holl, rak evel Kristenien, daoust ma seblant hon emgannoù bezañ kollet, e ouezomp emañ pep tra etre daouarn Doue. Gantañ e vez an Trec’h, eme ar Bibl. N’hon eus ken ‘met bezañ servijerien vat, pe da vihanañ klask bezañ.
Esperañs kristen a chom c’hoazh e Breizh evelkent : pirc’hirinded Feiz e Breizh 2025 zo ur skouer. Korentin Denis en deus distaget ur brezegenn a-bouez e Roma nevez ‘zo, dirak 200 den hag ar c’hardinal Sarah, e-lec’h e tiskouez al liamm etre ar feiz, ar yezh, hag ar sevenadur e Breizh gant kalz bommoù e brezhoneg. Kresket a 10 % bennak ar bloaz-mañ, gant 2200 den, un oad keitat a 22 vloaz. Kantadoù a familhoù eta, a wel pegen mat ha ret eo gwrizioù sevenadurel hor bro evit an teir vertuz teologel : o feiz kristen, o esperañs evit an dazont, hag ar vreudeuriezh (un anv all evit ar garitez) a vevont e-pad an dibenn-sizhun, pergen ar veilhadeg e Bieuzhi-Lanvaoz hag an Oferenn war an ton bras, gant kantikoù brezhonek, bet lidet mar plij gant eskob Gwened, an Aotrou Centène, a orin katalan, na ra ket eñ brezel ouzh an Oferenn hengounel.
Miz Du miz an Hollsent, miz an Anaon. E-kerzh ar mizioù du-mañ dalc’homp hon eneoù durc’het ouzh Emzenadur Hor Salver, esperañs ar bed-mañ.
T. Gwilhmod, evit Emglev an Tiegezhioù,
Tennet eus Lizher an Emglev an Hollsent 2025 niv. 16
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !