emglev danvez dilennidi evit Breizh D'ar Sul 26 a viz Here ez eus bet savet e Pondi (Breizh) un emglev danvez dilennidi evit an dilennadegoù kanton a-benn miz Meurzh 2004. Ouzhpenn programm lec'hel pep hini, e embann an
Dilennadegoù kanton, miz Meurzh 2004
Breizh da zont
emglev danvez dilennidi evit Breizh
D\\\'ar Sul 26 a viz Here ez eus bet savet e Pondi (Breizh) un emglev danvez dilennidi evit an dilennadegoù kanton a-benn miz Meurzh 2004. Ouzhpenn programm lec\\\'hel pep hini, e embann an danvez dilennidi-se e fell dezho lakaat war wel an azgoulennoù da heul :
1 - Lakaat e pleustr ur vodadeg Vreton ganti galloudoù da geñver al lezenn, an armerzh, an aferioù sokial, an endro hag an tailhoù (an tailhoù paeet e Breizh a rank chom e Breizh), o rannañ ar galloudoù-se en Unvaniezh Europa. Ar vodadeg-se a rank bezañ dilennet gant mouezhioù an holl ha war-vent, gant harzoù da geñver an amzer hag an niver a gargoù.
2 - Unvaniezh Breizh
3 - Brezhoneg kenofisiel, hag ur steuñv evit adlañs ar gallaoueg
4 - Un armerzh diazezet war ezhommoù an holl, ha ket evit ar c\\\'hevala nemetken
5 - Ur steuñv evit adlañs ar servijoù publik (deskadurezh, yec\\\'hed, energiezh, transportoù, pellgehenterezh)
6 - Un doare kempouez da verañ an tiriad
7 - Ur politikerezh a zoujfe ouzh an endro hag un diorren padus nann ampletus
Ouzhpenn e fell d\\\'an danvez dilennidi embann diouzhtu ne vo ket galvet ganto da votiñ evit un danvez dileuriad ezel eus ur strollad politikel gall evit an eil tro.
Fellout a ra d\\\'an danvez dilennidi-se diskouez int kengred gant ar brizonidid bolitikel, setu petrak e vo kavet en o zouez ur prizoniad politikel breizhat, Gael Roblin e anv, hag eñ oc\\\'h en em ginnig e kanton Plagad (Bro Dreger, 22).
Setu listenn ar re a\\\'n em ginnigo e anv Breizh da zont :
- Elisabeth KERLOC\\\'H (implijiadez e France Telecom, dilennet e ti kêr Ploeneg), danvez dileuriadez e kanton Pontekroaz (Bro Gerne, 29)
- Morvan COARER (ijinour takad biologiezh), danvez dileuriad en Enorzh (Bro-Mée -44-)
- Eric BAINVEL (skolaer en ur skol divyezhek) danvez dileuriad e Sant-Ervlan reter (Bro Naoned -44-)
- Philippe CADORET (kuzulier labour douar), danvez dileuriad e Boulvriag (Bro Dreger -22-)
- Gael ROBLIN (prizoniad politikel breizhat), danvez dileuriad e Plagad (Bro Dreger -22-)
- Laurent PIROU (teknikour a vicher), danvez dileuriad e Roazhon-reter (Bro Roazhon -35-)
- Christophe HENRY (studier), danvez dileuriad e Neuilly-Nord (Bro-C\\\'hall -92-)
Anvioù an tri danvez dileuriad a\\\'n em ginnigo e Bro Wened (Gwened kornog, Gwened- kreiz kêr, Kiberen-Karnag) a vo embannet diwezhatoc\\\'h.
Banniel Breizh, ar gwenn-ha-du, a vo treset war paperennoù-votiñ an holl danvez dilennidi-se.
BEZ E VO UN EMGAV GANT AR GAZETENNERIEN D\\\'AR SADORN 6 A VIZ KERZU 2003 DA 11 EUR \\\'BA ROAZHON (ER SAL A ZO SQUARE AR RAÑS E STRAED SANT MALOU). KINNIGET E VO AN DEIZ-SE AN DANVEZ DILENNIDI HAG O RAKTRESOU.
Savet e vo a-benn nebeut ul lec\\\'hienn internet hag a ginnigo tamm ha tamm mont-en-dro ar c\\\'habal.
Darempredoù kazetennoù : Céline Bruneau : 06 86 44 53 17
Postel: breizhdazont@aol.com
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !