


Spered Kelt a zo ur gevredigezh arzourien vreizhat e lignez ar Seiz Breur ha kenstroll a ra skouerioù ar krouadelezh keltiek en deiz hiziv. Ul luskad arzel liesdiskiblezh eo, savet evit reiñ lañs d'an Arz Keltiek a vremañ. Ur redenn nevezerien eo, bet ganet diwar hor gwriziennoù,
.
Spered Kelt a zo ur gevredigezh arzourien vreizhat e lignez ar Seiz Breur ha kenstroll a ra skouerioù ar krouadelezh keltiek en deiz hiziv. Ul luskad arzel liesdiskiblezh eo, savet evit reiñ lañs d\'an Arz Keltiek a vremañ. Ur redenn nevezerien eo, bet ganet diwar hor gwriziennoù, ma c\'hall pep hini degas e gizidigezh, e bersonelezh : e berr gomzoù, e ampartiz. Doare-ober ar strollad, douget d\'ar Vreizhadelezh a zo diazezet war eskemmoù ha kendivizoù. Dre-se e fell dimp degas hol lod evit reiñ da anavezout Breizh hiziv, c\'hoant ganti krouiñ, diorren, diskouez ur vent sevenadurel nevez. http://www.speredkelt.org/bzh_index.html
Diskouzadeg d\'an 10 eus an 30 a viz Mae 2010 e Ti an Departamant
3 kae Ceineray
Naoned
D\'al lun eus ar gwener, da 9 e eus 6 e noz.
Evit gouzout hiroc\'h, an diskouezadegoù all da zont gant Spered Kelt :
– Aozañ a ra ivez Spered Kelt ur diskouezadeg e Lesneven d\'an 19 eus an 30 a viz Mae 2010, e saviad Gouel ar Bro Gozh, er chapell Sant-Joseph. http://www.brogozhmazadou.com
– Hend-all, an diskouezadeg Kelt Arz Nevez hag a zo aozet bep hañv e Lanester, a vo kinniget d\'ar 26 a viz Gouere eus an 28 a viz Eost en Ti-Kêr.
Jakez Gaucher, sekretour ar gevredigezh, aozer ha kenurzhier an diskouezadegoù
Roll an abadennoù Gouel Erwan, Gouel broadel Breizh, e Liger-Atlantel a zo war : http://fetedelabretagne.com ha war http://a.c.b.free.fr/ lec\'hienn Ajañs Sevenadurel Breizek Liger-Atlantel.
.
Documents liés
-
18109_2
Spered Kelt
Diskouezadeg Spered Kelt e Naoned. 10-30 a viz Mae 2010. Roll an arzourien hag o oberoù.
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !