Distro Ai'ta ! - 4 Munud e Breizh

Réalisation : Brezhoweb – 303 vues

(Br) E-pad bloavezhioù e oa bet fent ha reuz gant stourmerien Ai’ta ! a-raok n’aje ar strollad diwar-wel. Gant Disprizioù ar Brezhoneg e teu ar strollad disentiñ en-dro war an dachenn...
(Fr) Pendant des années, le collectif de désobéissance civile Ai'ta ! faisait parler de lui avec humour, jusqu'à sa disparition. Avec les Disprizioù ar Brezhoneg, le groupe dissident revient sur le devant de la scène…

Goude meur a vloaz diskrog, setu distro Ai'ta !, ar strollad disentiñ en doa stourmet evit ar brezhoneg er vuhez foran er bloavezhioù 2000 ha 2010. Abalamour da betra eo bet adsavet ar strollad orañjez, ha da belec’h ez aio en amzer da zont ?

Goude meur a vloaz diskrog, setu distro Ai'ta !, ar strollad disentiñ en doa stourmet evit ar brezhoneg er vuhez foran er bloavezhioù 2000 ha 2010. Aozet eo bet ganto abadenn an Disprizioù war ar blasenn greiz e Boulvriag, e penn-kentañ miz Mezheven.

Un abadenn awenet gant Prizioù Ofis Publik ar Brezhoneg evel-just, met en tu kontrol, evit embann war ar groaz piv a ra e seizh gwellañ evit diskar pe chom diseblant da nebeutañ ouzh hor yezh. Ur vanifestadeg "Name and Shame" neuze, leun a fent, kar poent eo cheñch penn d'ar vezh, 'giz ma lavare kanenn ar Redadeg ar bloaz-mañ.

Piv a zo bet choazet ha perak ? Abalamour da betra eo bet adsavet ar strollad orañjez, ha da belec’h ez aio en amzer da zont ? Setu ‘pezh ‘vo gwelet e 4 munud e Breizh !

Un abadenn e brezhoneg istitlet e galleg hag e brezhoneg da welet o klikañ amañ