Distro ar bleiz e Breizh - 13 Munud e Breizh
Réalisation : Brezhoweb – 1523 vues
Lakaet eo bet ar gaoz war ar bleiz gant un arbennigour, ur saverez chatal hag ur medisin loened.
Perak 'vez graet kement a reuz evit distro ar bleiz er vro ?
Setu ouzhpenn 100 vloaz 'zo eo bet lazhet bleiz diwezhañ Breizh.
Hag e miz Mae 2022 eo bet filmet ur bleiz e Berrien, goude bezañ kavet roudoù.
Distroet eo al loen-se ha tout ar vrud tro-dro dezhañ.
Met daoust hag-eñ eo un dra ken fall a se pe ar c'hontrel, un dra vat evit an natur hag ar vro ?
Setu petra 'zo bet klasket gant Dewi evit an 13 munud-mañ !
4/13 Munud, un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.
Commentaires (2)
.
Setu. Hervez an testeni-se, nebeutoc'hig evit ur c'hanved zo n'e oa ket echuet da vat gant ar Bleizi e Breizh.