
Da 2e30 dimeurzh e vo soutenet e Skol-Veur Roazhon 2 un dezenn e keltiek dirak ur juri etrevroadel, gant Fanny Chauffin Goude tezenn Josette Gwegen e 2006 e skol veur Brest,
Da 2e30 dimeurzh e vo soutenet e Skol-Veur Roazhon 2 un dezenn e keltiek dirak ur juri etrevroadel, gant Fanny Chauffin
Goude tezenn Josette Gwegen e 2006 e skol veur Brest, setu tro Fanny Chauffin da souten un dezenn gouestlet da Ziwan ha d\'an traoù a zo bet krouet e brezhoneg e kenrouedad Diwan : kanaouennoù, c\'hoariva, lennegezh, kleweled. Studiañ a ra ar soubidigezh, an nerzh krouiñ douget gant ar skolaerien, ar gelennerien, ar gerent ivez. Aozet he deus un enklask graet e lise Diwan ha gant liseidi bet e Diwan (260 anezho), gant 80 atersadenn tud o labourat e Diwan, met ivez gant arzourien Euskadi, Kembre, sokioyezhourien Aostria, Kembre, Polonia. Ur mekanik krouiñ eo Diwan, met bresk e chom daoust d\'an nerzh a zo atav hiziv an deiz evit krouiñ skolioù, mont war raok, hag ijin un dazont evit ar yezh bemdez, daoust d\'ar skoilhoù politikel, ideologel, daoust d\'ar chapelioù a bep seurt a sav a-enep an \"diwaneg\", an diouer a daol-mouezh, ... Gant ar c\'holl spontus a gomzerien e chom Diwan ar spi brasañ evit adperc\'hennañ ar brezhoneg, gant ma vo treuskaset ar yezh e maez eus ar skol gant kumuniezhioù arzel, sportel, kevredigezhel a gomz brezhoneg goude al lise.
Soutenañs d\'ar meurzh 31 a viz Meurzh, Roazhon 2, 2e30 goude merenn.
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !