Embann a ra Emglev An Tiegezhioù ez eo Lezenn Taubira ul lezenn gall ha dinatur ouzhpenn lakaet war ar Vrezhoned.

Diskleriañ a ra Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) e kendalc\'h da stourm ouzh al lezenn dinatur-se a zo azonus-tre eus gwir natur Bro-C\'hall hollveliour hag anzoueat an Dispac\'h Gall.

Ar meurzh 23 a viz Ebrel a vo evit kalz a dud un devezh-kañv en abeg da vouezhidigezh al lezenn a nac\'h ouzh an holl vugale da vezañ savet e stern naturel koublad an Tad hag ar Vamm. Lod o devo daou dad ha mamm ebet, ha lod o devo div vamm ha tad ebet, a youl gaer.

Abaoe meur a viz ez eus bet ur sinadeg a 700.000 a dud ha div vanifestadeg vras-tre e Pariz, gant kalz a vrezhoned daoust pegen pell edont d\'an 13 a viz genver ha d\'ar 24 a viz Meurzh.

D\'an eil a viz c\'hwevrer e oa bet manifestadegoù dirak pemp prefedti Breizh.

D\'ar merc\'her 17 a viz Ebrel ez eus bet 100 a dud e Kemper, 200 e Sant Brieg, 800 e Gwened ha meur a viliad en Naoned, tra ma oa bet chouet war ar pennoù bras a ziskoueze o fri : An Drian e Brest, Hamon er Plounevez ar Faou, ha re all c\'hoazh...

Meur a vanifestadeg all ez eus bet bemdez abaoe en Oriant, en alre, e Pont-Aven, hag er c\'hêrioù Bras.

D\'ar Meurzh 23 a viz Ebrel : e Brest plasenn ar Frankiz da 22 eur, e Gwened e harz ar ramparzhioù da 21 eur, en Naoned ur veilhadeg da 20e 30 plasenn Viarme (lid-kañv)

D\'ar sul 5 a viz Mae e vo melloù manifestadegoù e kêrioù bras Frañs. Evit Breizh pemp departamant e vo dalc\'het e Roazhon (kirri boutin adalek Brest a vo)

D\'ar sul 26 a viz Mae, Gouel ar Mammoù, e vo ur vanifestadeg a nevez e Pariz, an trede.

Gervel a ra EAT an dud da gemer perzh en emsavadeg sioul ha difeuls-mañ a zo en em ziskouezet, da zifenn mort ensavadur an tiegezh a viskoazh : un Tad, ur Vamm hag ur bugel.