\"Ar Veilherion\" e Brest d\'an 21/6/13 o c\'houlenn ar frankiz evit unan eus diazezerion o emsav difeuls a-enep lezenn Taubira
\"Ar Veilherion\" e Brest d\'an 21/6/13 o c\'houlenn ar frankiz evit unan eus diazezerion o emsav difeuls a-enep lezenn Taubira photographe

Emglev An Tiegezhioù, a zalc'h da enebiñ ouzh lezenn Taubira.

Emglev An Tiegezhioù, a vod tiegezhioù kristen brezhonek aboae 1947, a ziskler ez eo c\\\'hoarvezet kalz a draoù dija en-dro da lezenn Taubira https://www.abp.bzh/monmur.php?auteur=EAT), ha n\\\'eo ket echu evel m\\\'henn diskouez dibenn sizhun an 21-23 a viz mezheven e Breizh : emsav \\\"ar Veilherion\\\" en deus aozet manifestadegoù :

  • E Sant Brieg d\\\'ar Sadorn 22 da 21 eur dirak al lez-varn ;
  • E Brest d\\\'ar Gwener da noz war leurger ar Frankiz ;
  • E Gwened d\\\'ar yaou 20 da noz, ha d\\\'ar Gwener dirak ar prefedti (emgav a zo bet gant kuzulier ar prefed en deus klevet klemmoù an dud da heul harzidigezh barnedigezh ha toullbac\\\'hidigezh Nicolas B. 23 bloaz evit daou viz hep abeg sirius ebet)
  • E Karnag d\\\'ar Gwener 21 da noz
  • En Naoned, bali an 50 gouestlad da 19eur d\\\'ar gwener ha da 21 eur d\\\'ar Sadorn ha d\\\'ar sul ;
  • En Ankiniz, bep sul da 2& eur war bont Joakim du Bellay
  • hag all hag all..

E Mésanger e kichenik Ankiniz e nac\\\'h an Aotrou maer hag e eizh eilvaer \\\"dimeziñ\\\" daou waz, evel 700 dilennad all a Vreizh...

Goulenn a ra EAT http://emglev.wordpress.com/diskeladeg-2/ ma vezo klevet ar mouezhioù niverus o vanifestiñ sioul ha ma vezo dilezet lezenn dinatur Taubira ar c\\\'hentañ ar gwellañ. Evel broadelourion Vrezhon n\\\'hellomp ket esperiñ gounid he frankizioù da Vreizh gant ur gevredigezh o tisleberiñ. Diskleriañ a ra sklaer hag uhel e rank ensavadur an TIEGEZH bezañ sikouret. Pep bugel, ha pergen an emzivaded, a zo ret dezho kaout en o c\\\'hichen un tad hag ur vamm d\\\'o sevel a zoare.