



Emglev An Tiegezhioù a sav a-du gant an enebouriezh ouzh lezenn Taubira en em ziskouez e pevar-c'horn Breizh.
Emglev An Tiegezhioù http://emglev.wordpress.com a ziskler :
\\\"Er sizhun-mañ ez eus bet e-leizh a zarvoudoùigoù a-enep lezenn Taubira, evel bep sizhun abaoe m\\\'eo bet degemeret da vat al lezenn gant ar Stad C\\\'hall. Izili \\\'zo eus emglev an Tiegezhioù a deus kemeret perzh e lod anezho da c\\\'hortoz pezh mell manifestadeg ar Sul 26 a viz Mae e Pariz, an trede eus ar seurt-se abaoe miz Genver.\\\"
\\\"Bep tro e vez gwelet kalz a Wenn-ha-Du-où, kalz muioc\\\'h eget forzh petore bro eus ar c\\\'hwec\\\'hkogn. Reynald secher, an istorour brudet en deus diskleriet ez eo dleet evit un darn sur a-walc\\\'h dre m\\\'o deus soñj Breizhiz (ha Vandeiz, emezañ) eus gwaskerezh ar Stad C\\\'hall da geñver an Dispac\\\'h Gall ha doa divizet lazhadegañ a vil vern (200.000 er Vande) an dud ha na soñjent ket evelto.\\\"
Setu enta un nebeut luc\\\'hskeudennoù : e Klegereg e oa bet aozet un degemeradeg d\\\'ur vinistrez a oa ambrouget gant kalz a CRS-ed ; e Felger e oa bet rediet ar stourmerion da dennañ o hirvanniel diouzh ur pont a yae dreist d\\\'an hent-pras \\\'en anv ar surentez\\\'...; en Ankiniz e oa bet aozet un dijuni dirak an Ti-kêr ; en Naoned e oa bet degemeret \\\'medalenn ar familhoù gant kalz a vugale\\\' o tougen ur swett \\\"Manif evit an holl\\\" ; diouzh Roazhon ez eus bet ur gerzhadeg difeuls da vont da Bariz evit ar Sul 26 a viz Mae.
\\\"Deuet int a-benn daoust m\\\'int bet lakaet diaes meur a wech gant ar polis a c\\\'houlenne o faperoù betek teir gwech bemdez ; dreist-holl e vez aozet bep sizhun beilhadegoù sioul e pep korn a Vreizh : e Brest, Sant Brieg, Roazhon, Dinan, Naoned, Gwened, an Alre, An Oriant, Kemper.
Nevez\\\'so ez embannas ar skrivagner ha rener strollad c\\\'hoariva Goulc\\\'han Kervella en doa devet e Wenn-ha-Du e traon e liorzh o welout anezhañ ken niverus er manifestadegoù-se na zifennfent ket hervezañ an talvoudoù a zo stag ouzh hor banniel.\\\"
Derc\\\'hel a ra EAT er c\\\'hontrol \\\"da c\\\'hervel an holl vrogarourion vrezhon d\\\'en em gavout er manifestadegoù-se ha da vanifestiñ e brezhoneg ha gant banniel Breizh, en anv an talvoudoù uhelañ hag a glot a-grenn gant linenn istorel hor bro : an talvoudoù a warez ensavadur an Tiegezh, ar vugale, ensavadur ar Briedelezh kristen, uhelvennad ar santelezh skoueriet ken mat gant hor Sent kozh ha gant ar re a zo bet d\\\'o heul e prosesion vras ar Vrezhoned a-dreuz ar c\\\'hantvedoù abaoe maz eus eus hor bro.\\\"
\\\"Talvoudoù Breizh a viskoazh a zo merket don gant an doujañs ouzh al lezenn naturel, dre maz eo intret sevenadur Breizh gant ar feiz kristen. Neb a anavez istor Breizh a oar an dra-se. Talvoudoù sevenadur an Ankou eo er c\\\'hontrol ar re a zo difennet gant ar c\\\'hwegonteizhidi a Vreizh o deus labouret kement evit saveteiñ hor yezh hag he sevenadur abaoe ar bloavezhioù \\\'70 (hag a zo mat !) met distaolet o deus war ar memes tro re alies ar gwir talvoudoù a zo stag pivelezh wirion hor bro hag ez int aet da heul brizhfrankizioù : ar frankiz revel pergen, a gas d\\\'ar sevenadur eus an Ankou : Hilastalerezh... diforc\\\'h-bugale ... kealiadurezh ar gender ... dimezi ar pared heñvel o reizh... warc\\\'hoazh PMA ha GPA da heul. Emaomp gant un diskaradur rakwelet abaoe 50 vloaz eus ensavadur an Tiegezh\\\", eme Emglev An Tiegezhioù
http://emglev.wordpress.com
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !