Tangi, sevenour an abadenn, en deus desket penaos skaotañ al listri ! Erfin.
Tangi, sevenour an abadenn, en deus desket penaos skaotañ al listri ! Erfin. © CC-BY-SA
Fardañ ur soavon skaotañ / Faire un cake vaisselle ! - Made e Breizh

Réalisation : Brezhoweb – 418 vues

Ur bochad listri a oa d'ober ouzhpenn-se !

Perak prenañ produioù listri pa c’hellomp ober anezhe er gêr eus un doare marc’hadmatoc’h ? Setu ur goulenn mat !

Hag anavezout a rit ar "Cake Vaisselle" ?

A-dreñv an anv saoznek / gallek-se e adkavomp produioù evit naetaat al listri... Met solut ! Doare soavon a-benn ar fin.

Setu ar pezh he deus kinniget Mari da g/Klariz evit ar rann eus Made e Breizh-se, an abadenn nemeti "Do It Yourself" e brezhoneg ("Graet hoc'h-unan" e brezhoneg flour)

Tutoioù a bep seurt evit deskiñ penaos ober traoù er gêr. Hag ouzhpenn-se e vez desket traoù a-bouez er vuhez war ar bemdez en abadenn-se.

Da skouer, ma fell deoc'h gouzout hag-eñ eo mat da zebriñ produioù skaotañ al listri, sellit ouzh ar video-se.

Pe 'mod all, e c'hellit deskiñ penaos fardañ krampouezh hep gaz na tredan en ur glikañ amañ. Ha sur a-walc'h e servijo, evel hon eus gwelet n'eus ket pell 'zo.

An holl rannoù eus an abadenn-se 'vez istitlet e galleg hag e brezhoneg.

Evel-se e c'hell kompren bep hini !