Gabriel Calloet-Kerbrat, an ijinour labour-douar - An Istor Livet

Réalisation : Brezhoweb – 103 vues

Teoriset en doa Gabriel Kerbrat ar meskaj etre loened evit gwellaat ar gouennoù... Ha levezonet Colbert en e bolitik !

Gabriel Calloet-Kerbrat a oa un ijinour troet war sujed al labour-douar e-kreiz ar XVIIvet kantved.

Ijinet en doa ur mekanik evit malañ al lann, un arar evit labourat an douar pe c'hoazh ar ruskenn gentañ e gwer evit evezhiañ ar gwenan...

Met anavezet 'vez dreist-holl evit e labour kaset war ar meskaj etre loened gant ar pal gwellaat ar gouennoù. Betek levezoniñ Colbert e politik ar rouantelezh !

Ur video e brezhoneg, istitlet e brezhoneg hag e galleg, da welet war Brezhoweb o klikañ amañ