TG2: Paul Molac, kannad/député (56). Mont a ra e brezhoneg.
TG2: Paul Molac, kannad/député (56). Mont a ra e brezhoneg. ABP
TG2: Erwan Balanant, kannad/député (29), Karine Daniel, senedourez/sénatrice (44).
TG2: Erwan Balanant, kannad/député (29), Karine Daniel, senedourez/sénatrice (44). ABP
TG2: Taol-Grenn (table-ronde) sur l'avenir du breton. Vue générale.
TG2: Taol-Grenn (table-ronde) sur l'avenir du breton. Vue générale. ABP

E Gouel Broadel Brezhoneg (GBB), ez eus bet div Daol-Grenn aozet gant «Kelennomp» (Un tamm anezhe e galleg, un tamm all e brezhoneg) diwar-benn ar brezhoneg, an treuzkas hag ar c’helenn e brezhoneg. Betek-henn (TG1 : « Où en est la langue bretonne ?») ha diwar-benn an dazont (TG2 : « Langue bretonne : la lutte continue » ). Setu un tamm eus enrolladenn dre skriv.

Daoust ez eo tremenet an darvoud-se div sizhunvezh zo dija, e soñj deomp e c’hell bezañ talvoudus lakaat dre skrid an daou desteni da heul.

« Brezhoneg : kenderc’hel a ra ar stourm » (TG2) :

Testeni Paul Molac, kannad, evit e sell politikel. Emañ hon kannad mil vrudet (e Breizh hag e lec’h all) e-kreizig ar stourm. N’emañ ket e-unan-penn. Tudennoù politikel all a oa war al leurenn : ur senedourez, ur c’hannad all. O selaou oute e c’heller kompren muioc’hik ar penaos hag ar petra. Dre beseurt hent a c’heller mont gantañ evit difenn ar yezh, e doare kiriek.

Testeni Malorie Creac’h, skolaerez Diwan e Liger-Atlantel. Dre-se e c’heller kompren :

. Peseurt diaezamantoù zo bet c’hoarvezet, war an dachenn.

. Pegen talvoudus eo kevredigezhioù zo evel « Skoazell Vreizh », da skouer.

TG2 « Langue bretonne : la lutte continue » : Paul Molac

Enrolladenn 7 :44 (7 munutenn, 44 eilenn)

Goulenn : Paul Molac, komzet hon eus dija un tamm deus-se. Mes... hag e vefe ret, hervezoc’h, boutañ ar sujed-se a-raok an dilennadeg brezidantel pe profitañ eus an tabutoù hag a zo ivez er mare-mañ war an emrenerezh, e Korsika da skouer, evit ma c’hellfe ar Rannvro aozañ muioc’h an deskadurezh ?

Respont (Paul Molac) 7 :59

Evel just !

Perak ez afe buan gant tud eus Korsika ? Peogwir ez eus ur youl bolitikel, avat. A-benn ar fin ar pezh a vank evit ar Vretoned eo ar youl bolitikel-se. Hag...da skouer... n’eo ket rannvroelourien pe emrenerien a zo e penn ar Rannvro, e Breizh. Pe e penn, marteze, un nebeut tiez-kêr a zo....Met ret eo ansav an dra-se. Hag..., d’am soñj, ar stourm politikel a zo pouezus-kenañ ivez.

E pep parrez (kumun), unan bennak karget eus ar brezhoneg.

Perak n’eus ket e-barzh pep parrez unan bennak hag a zo karget deus ar brezhoneg, justamant ? Peogwir ... ar pouez (ar gwask) n’eo ket a-walc’h. Se zo sklaer ! Ret eo mont war an tu-se.

Ret eo ivez... Pa gomzomp diwar-benn ar youl : pet den, pet dregantad a dud o deus c’hoant da lakaat o bugale evit deskiñ brezhoneg e-barzh ur skol ? 40% (daou-ugent dre-gant).

Me gav din n’eo ket a-walc’h. Ni hon eus da labourat war ar .../... ivez. Mont a ra war-raok, se zo sklaer. Met - gouzout a rit, marteze – e vank traoù evit ma vefemp (vichemp) efedusoc’h c’hoazh.

Hag un dra all... Petra ? Cheñch ar Vonreizh, am eus lavaret.

Stummañ war ar brezhoneg an holl gelennerien

Penaos ober ivez ? Me gav din e vefe (viche) ret – da skouer evit kelennerien ar C’hentañ derez – e vefent (vichent) an holl stummet war ar brezhoneg. Mod all ne wellan ket penaos ober. Hag... pa glaskomp lakaat unan bennak nevez e-barzh ur skol e vo rebechet deomp serriñ ur post evit lakaat anezhañ pe anezhi.

Bon. Gouzout a rit mat. Ar stummañ a zo un dra bennak pouezus-kenañ. Hag... ar pezh a ginnigan-me evit ar gevrat a zo o tont (ar « Goñvañsion ») eo e vefe (viche) an holl stummet war ar brezhoneg e Breizh. Ha mod-se, d’am soñj, e vo - diaesamañtoù hon eus - ... e vo kalz aesoc’h. [10 :12]

TG2 « Langue bretonne : la lutte continue » : Malorie Creac’h

[23 :37]

Goulenn : Malorie Creac’h, diasterioù a zo evit digeriñ ha diorren an niver a dud dastumet en LPE (e galleg : « Licence de Professorat des Ecoles », divyezhek). Deus petra a vefe ezhomm evit kas war-raok buan stummadur ar gelennerien ? Hag e vefe ret ober evel e Korsika, hollekaat ar c’helenn divyezhek, ha neuze stummadur ar gelennerien ?

Hag ur goulennig all, dre vras : petra eo ho sell hon eus bet tuchant gant Stéphanie Stoll deus perzh ivez ar c’hevredigezhioù, ar gerent a c’hell bountañ an dilennidi hag ar stad da vont pelloc’h ? Hag e sentit se ivez e « Kelennomp » ?

[24 :11]

Respont :

Trugarez evit ho koulennoù, Loeiza.

Gwir eo, diaes eo er mare-mañ pourveziñ tout ar postoù hag a zo en Akademiezh Roazhon hag en Akademiezh Naoned ivez. Hag...Penaos...Ur mallus eo, peogwir ret eo stummañ kelennerien ha skolaerien evit skoliatañ e brezhoneg. Evel ho poa lavaret : bez ez eus an LPE, ha... bez ez eus ivez e Brest un aotregezh anvet PPPE (e galleg « Parcours Préparatoire au Professorat des Ecoles »).

A-du emaon gant Paul Molac ha Remi Toulhoat. Ret eo sellet ouzh an traoù en un doare positivel. Un nebeut sifroù diwar-benn ar PPPE e Brest : bez e oa e 2022 (daou-vil daou-war’n ugent) memestra 74 studier (pevarzek studier ha tri-ugent) hag a oa enskrivet war an tri bloavezh. Hag e oa ivez 300 (tri c’hant) studier enskrivet e « Parcours-Sup » evit 30 (tregont) plas e 2025 (daou vil pemp war’n ugent). Neuze, an dra-se a raio spi deomp, ha n’eo ket netra. Se zo kentoc’h a hir dermen. Hag a berr dermen ez eus... dibaoe al lezenn Molac ha dibaoe an Emglev Stad-Rannvro hag ar gwask... – digarez ac’hanon – hag a zo bet lakaet tro-dro dezho...

Ar stummadur dibaouez evit dont da vezañ brezhoneger(ez).

Bez ez eus ostilhoù evel ar stummadur dibaouez evit, da skouer, ar gelennerien hag ar skolaerien. Evit pep departamant ez eus 5 (pemp) post miret evit ar « C’hentañ-derez » hag unan evit an « Eil derez ». Ha mod-se e vez moaien stummañ an danvez kelennerien ha skolaerien e brezhoneg. Met a-raok tout an araokadennoù-se...Bez e oa un dra anvet ar stummadur dibaouez. Hag... Ret e oa bezañ kalonek a-walc’h evit an dra-se, peogwir e veze...A-benn ar fin, e veze kollet ur bern arc’hant gant ar gelennerien...Da skouer e skol (?). Bez e oa ur skolaerez e skol ( ?) , hanter-kant vloazh,... he doa kollet kazi... tro-dro 6.000 (c’hwec’h-mil) Euro peogwir ne oa ket gopret leun-amzer hag e veze paet ar stummadur ganti... Memestra...

Ret eo lavarout e veze sikouret ar skolaerien hag ar gelennerien gant Rannvro Breizh. Trugarez dezho. Mod-all e vije bet start. Hag... Ret e oa, memestra, bezañ kalonek. Se zo un ostilh hag a zo... Ar stummadur dibaouez, hag hon eus lavaret bremaik ivez...Bez e vo nebeutoc’h-nebeutañ a vugale en dazont hag e vo diaesoc’h-diaesañ digeriñ hentennoù nevez. Hag ar stummadur dibaouez... Gant ar stummadur-se e c’helles... A-benn ar fin eo ur stummadur evit ar gelennerien e-pad c’hwec’h miz pe nav viz e c’helles bezañ stummet e brezhoneg ha mont da skolaer...mont da skoliata e brezhoneg da c’houde.

Gant ar benveg-se e c’heller bremañ treuzfurmiñ postoù unyezhek e postoù divyezhek. Se zo un dra hag a zo pouezus.

E Korsika : teir eurvezh a yezh rannvroel evit an holl vugale, e skolioù kentañ-derez.

Diwar-benn Korsika emaon o vont da lenn un dra deoc’h. Digarez, e galleg eo...[Loi N° 2002-92 du 22 janvier 2002 relative à la Corse, article 7]. Se zo ur mellad hag a zo skrivet e Kod an Deskadurezh hag a zo mil a-bouez. Pep tra zo bet lavaret en ur frazenn. Dre un nebeut amzer, ar C’horziz o deus cheñchet penn-da-vaz... hag e vez kelennet d’an nebeutañ teir eurvezh er C’hentañ-derez, teir eurvezh korseg bep sizhun d’ar vugale.

Se zo un arouez, ur skouer brav-tre evit ar yezhoù rannvroel hag evit dazont ar brezhoneg ivez. Evidon, dre vras... Evit Korsika, ret eo lavarout ivez ez eo a-drugarez d’ur youl, d’ur gwask politikel. Ha me a larfe... Evidon ur youl n’eo ket a-walc’h. Ret eo..., evel e vez lavaret... Ret eo stourmañ. Ret eo gwaskañ, evit pas lakaat an dra da vreinañ, peogwir er mare-mañ eo un tammig treut ar peurriñ, memestra.

Ar pezh hon eus kavet dispar gant « Divyezh » ha « Kelennomp » ...a-benn ar fin implijout ar memes ostilhoù eget ar re o deus ar galloud a zo un doare da lakaat anezho da zoujañ ouzh al lezenn. Evidon cheñch a ra pep tra, ha tout an dud a c’hell doujañ ouzh al lezenn. Setu.

E Liger-Atlantel...

Un dra diwar-benn al Liger-Atlantel, peogwir me zo skolaerez e Liger-Atlantel. Un dra... evidon, ha n’eo ket normal... Skolaerez e « Divyezh » on bet bepred pe tremenet on en I... Sant-Brieg...Hag ar bloaz a zeu e vin enselleet ha ne vin ket enselleet e div yezh... Bez e vin enselleet e galleg nemetken, ha se... Ha padal n’eo ket ken kompliket lakaat un den da vont da welet ac’hanon. Se zo kaoz eo ret stourmañ bepred. Trugarez gant tout al labour ho peus kaset da benn. Tout ar pezh hon eus graet... A-benn ar fin hep « Skoazell Vreizh » ne vije ket bet posubl. Neuze, pouezus eo trugarekaat anezho.

Er mare-mañ el Liger-Atlantel hon eus lakaet ivez Akademiezh Naoned dirak al Lez-Varn peogwir... Ma ne vez ket doujet ouzh al Lezenn en Akademiezh Roazhon ez eo gwasoc’h an traoù en Akademiezh Naoned. Ha « Skoazell Vreizh » a sikour ac’hanomp ivez war an doser-mañ. Neuze, kendalc’homp !

[31 :47]

Liammoù war-zu pennadoù ABP all

. Enrolladenn (er pennad a-orin).

Aussi sur ABP :

.Levrioù Emile Granvillle (diwar-benn ar yezh).

Aussi sur ABP :

Liammoù all

. Kelennomp

. GBB

. projet/raktres 1.000 Familh

Notennoù teknikel :

An div dudenn-mañ a zo tapet gante ar brezhoneg dre ziviz personel. Da lâret eo brezhonegerien mod-nevez emaint.

E-kerz un daol grenn e vez implijet ar yezh (forzh pe hini e vefe : brezhoneg pe galleg) e doare poblek, gant termal amañ hag a-hont. Dre-se e vez kavet frazennoù dilostet. A-wechoù ne vez klevet nemet ar penn-kentañ. Ha diouzhtu cheñchet hag adkroget gant ur frazenn all. An disoc’h eo ur stêrig a gomzoù hep ehan, alies a-walc’h.

Penaos treuzskrivañ tout an danvez-se ?

Choaz zo da ober.

Dav eo da gentañ lakaat war well ar frazennoù (pe an tammoù-frazenn). Ar pezh n'a c’hell ket ober - betek-henn ? - ostilhoù emgefreek (stlennegel).

« Ret eo... », « Bez’ ez eus... ». Setu merkoù anat evit penn-kentañ ur frazenn dre skrid.

Un dra all : e brezhoneg emañ ar verb en eil plas er frazenn (dre vras), evel ma ouzer mat.

Diwar-benn ar gerioù.

Gwiriekaet hon eus gerioù teknikel, a-wechoù. Da skouer « rannvroelourien » a -dalv « regionalistes » (cf Emile Granville e levr « Préfixes et suffixes, le breton au beau fixe », 2023).

A-wechoù all, pa n’eo ket bet posubl din kompren ur ger ez eo bet laoskaet un toull, meneget mod-se .../... pe mod-se (?) , e-korf ar frazenn.

Istitloù, en destenn

Lakaet int bet ouzhpenn gant aozer ar pennad.

Evit echuiñ: degemeret mat e vo an holl remerkoù, diganin.

MAJ 12/07/2026 adlenn an treuzskrivadur, ur wech ouzhpenn, evit klotañ gant brezhoneg dre skrid (hep na vefe cheñchet na danvez na mennozhioù). Kenkaz e vefe dav deoc'h adkavout ar gerioù resis, n'eus nemet da zibunañ an enrolladenn a-orin e pennad

Aussi sur ABP :
, ma fell deoc'h.