Goulenn a ra an ONU kontoù gant Bro-C'hall

Réalisation : Brezhoweb – 410 vues

Ankeniet eo an ONU gant gwirioù ar minorelezhioù e Bro-C'hall da heul al lezenn Molac.

Ankeniet eo an ONU gant gwirioù ar minorelezhioù e Bro-C'hall da heul al lezenn Molac. Goulenn a ra an ONU kontoù gant Bro-C’hall.

Goulenn a ra an ONU kontoù gant Bro-C’hall.

Goulenn a ra an ONU kontoù gant Bro-C'hall.Goulenn a ra an ONU kontoù gant Bro-C'hall. © photographe

Kaset ez eus bet ul lizher gant Kuzul Gwirioù Mab Den d'ar gouarnamant

Ankeniet eo an ONU dre ma oa bet nac’het melladoù zo 'ba lezenn Molac.

Divizet e oa bet e miz Mae 2021 e oa kontrol d'ar vonreizh ar soubidigezh hag an arouezennoù diakritek (ñ, ò…)

Hervez an ONU, diviz ar c’huzul vonreizhel a yafe a-enep da wirioù mab den.

Hervezo e vez taget : Doujañs, Frankiz, Ingalded, Nann-diforc’hañ

Bro-C’hall ne zouj ket d'ar c’henemglevioù etrevroadel bet sinet ganti :

- war ar gwirioù keodedel ha politikel

- war gwirioù ar vugale

- war ar gwirioù ekonomikel, sokial ha sevenadurel

N’eo ket ar wech kentañ e c'houl an ONU kontoù gant Bro-C’hall war gwirioù ar minorelezhioù (2001, 2008)

An ONU ne c'hell ket kastizañ, aliañ a c'hell ober nemetken...

Libr da c'houarnamant Bro-C'hall heuliañ alioù an ONU... Pe pas.

Adkavit kelaouennoù arall war lec'hienn Brezhoweb