Treuzkas ar brezhoneg 'barzh ar familhoù e 2020
2755 vues
Ouzhpenn daou-ugent vloaz zo e lak ar Vretoned ar pouez war an deskiñ brezhoneg 'ba 'r skol. Un dra vat 'michañs, met 'vit ma chomfe bev hom yezh 'faota treuzkas anezhi 'ba 'r gêr.
Diwan, Div Yezh, Dihun. Ouzhpenn daou-ugent vloaz zo e lak ar Vretoned ar pouez war an deskiñ brezhoneg 'ba 'r skol. Un dra vat 'michañs, met 'vit ma chomfe bev hom yezh 'faota treuzkas anezhi 'ba 'r gêr da gentañ-tout.
'Pelec'h 'omp degouezhet war an dachenn-se ? Katell Chantreau 'neus boulc'het un dezenn war an dachenn-se. Bet eo Brezhoweb da welet 'nezhi ha souezhus eo an disoc'hoù !
Un abadenn kinniget gant Dewi Siberil, istitlet e brezhoneg hag e galleg.
Posubl eo sellout ouzh ar video war lec'hienn Brezhoweb
Commentaires (1)
Dedennus eo an enklask daoust ma’z eo izel-izel niver an dud aterset : diskouez dija pegen dister eo niver an tiegezhioù brezhonek.
Drol eo memestra e vije ret gortoz 2020 evit gwelout emsaverien (a-gleiz abaoe 1968...) o soursial ouzh ensavadur an tiegezh evit saveteiñ ar brezhonek. Moarvat ez eo liammet an dale-mañ ouzh ar "reverzhi revel". Gant ar Gatoliked vrezhonegerien eo bet savet Emglev An Tiegezhioù www.emglev.wordpress.com kerkent hag e 1947. Aon 'meus e vije re ziwezhat hiviziken !...