Ar yec'hed er grennamzer / L'hygiène au Moyen Âge - An Istor Livet

Réalisation : Brezhoweb – 150 vues

Pa vez diskouezet tud ar grennamzer 'ba filmoù 'zo e vez diskouezet tud lous a seblant bevañ e-pad ur goañv didermen !

Unan eus ar rak-soñjoù brudetañ a-zivout ar grennamzer... Faos penn-da-benn, evel-just !

Er grennamzer e oa lous an dud, o dent ken brein hag o dilhad !

E-pad ar grennamzer e oa kibelldioù-foran 'ba 'r c'hêrioù digor evit an holl dud, paotred ha merc'hed... Asambles !E-pad ar grennamzer e oa kibelldioù-foran 'ba 'r c'hêrioù digor evit an holl dud, paotred ha merc'hed... Asambles ! © photographe

Ur skeudenn voutin an hini eo, diskouezet lies gant ar filmoù ha plantet don 'ba pennoù an dud.

Padal emañ ar skeudenn-se pell eus ar wirionez... Peogwir ne oent ket tud ar grennamzer ken pell hag an dra-se hag ar romaned a-fed reolennoù yec'hed !

Sed aze 'pezh a zispleg Nikolaz 'ba rann an Istor Livet-mañ.

Ha kani diwezhañ ar c'houlzad ! Lârit deomp petra ho peus soñjet diwar-benn an abadenn-mañ, petra 'peus kavet mat, pe fall, ha petra 'zo da wellaat evit un eil koulzad ma 'vo unan !

Ha ma n'ho peus ket gwelet an 13 rann, klikit amañ !