Herve ar Beg
Herve ar Beg © CC-BY-SA ABP
Hervé Ar Beg en deus kavet priz Xavier de Langlais 2023 e Karaez-Plouger

Réalisation : ABP – 150 vues

Roet e oa bet priz Zavier Langleiz da Herve ar Beg evit e levr "Amiraled Kab Horn" embannet gant An Alarc'h

Herve Ar Beg en deus bet priz Xavier Langleiz evit e levr Amiraled Kab Horn embannet gant embannadurioù An Alarc'h. Herve ar Beg, ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1951 e Kemper, zo un emsaver sevenadurel ha politikel breizhat. Goude bezañ graet studioù saoznek ha brezhonek e Skol-Veur Breizh-Uhel e Roazhon e tremenas ur bloavezh-skol e Bro-Gembre o kelenn galleg en ur zeskiñ kembraeg (1972-73). Graet en deus war-dro ar gelaouenn divyezhek Evid ar brezhoneg. Krouet e oa bet ar gelaouenn-se gant an Tregeriad Claude Henry ha renet e oa gant Alan Stivell. Krouet en deus Radio Kreiz Breizh ha lakaet e oa bet er-maez gant ar bolitikerien dre ma oa ezel eus Emgann ha SAB (Stourm ar Brezhoneg). Meur a wech e oa bet kaset dirak al lez-varn dre ma stourme evit ar brezhoneg. Rener Arvorig FM eo bremañ. Herve Ar Beg a zo ezel eus Urz an Erminig o vezañ iz-kañseller.