Ar C'halianed / Les Gaulois - An Istor Livet
Réalisation : Brezhoweb – 618 vues
Graet 'vez o stal d'ur bochad klichedoù a-zivout ar C'halianed 'ba 'r rann an Istor Livet-mañ !
Skeudenn ar C'halianed 'zo politikel-tre a-c'houde pell-pell 'zo... Ha lakaat eo bet 'ba pennoù an dud ur bochad skeudennoù faos a-hed an istor !
Ar C’halianed a veve ‘ba loñjoù bihan e-kreiz ur c’hoad, blev ha mourroù hir a oa dezhe hag e veze debret moc’h gouez a-hed an amzer…
Ur bochad soñjoù faos ‘zo ba penn an dud, hag e gwirionez e oent ar C’halianed pell eus ar skeudennoù-se.
Orin ar c’hlichedoù-se ‘zo politik, bet savet da gantañ-penn gant Julius Kaezar pe c’hoazh gant Napoleon III evit krouiñ ar vojenn “ Hon hendadoù kozh ar C’halianed ”.
Adkavit raksoñjoù all dre amañ !
Commentaires (5)
.
E Gwenedeg a-galite..war ar marc'had. Eürusamant, evit ar paour-kaezh paotred eveldon a zo o tivskouarn boazet da glevet bzg mod-standard kentoc'h, e c'heller kavout sikour an istitloù (galleg pe brezhoneg mod KLT). Rak-se, ur gwir a blijadur eo!.
.
Mersi braz deoc'h evit al labour-se. Dedennus-kenañ. Frouez a vo en dazont a-dra-sur, evit hon bugale ha skolaerien, tamm-ha-tamm... Kendalc'hit....
Gwir eo n'eo ket aes berped ar gwenedeg evit ar re n'int ket kustumet ha setu perak hon eus choazet lakaat istitloù mod-se, evit sikouriñ ha bout komprenet get muioc'h a dud ! :)
Trugarez evit an istitloù e brezhoneg, mod-se e c'hellomp en em voaziañ tamm-ha-tamm d'ar pouez-mouezhioù disheñvel, un dra vat eo !
Chom a ra teir rann c'hoazh hag e klaskimp gober un eil koulzad mard eo posubl !