Greoù Lambal - 4 Munud e Breizh
Réalisation : Brezhoweb – 129 vues
Ar greoù broadel a oa e kreiz buhez ar Vretoned a veve war ar maez gwechall gozh. Dewi 'zo bet o klask perak, o vont da hini Lambal.
Gwechall gozh e veze ar c'hezeg a-bouez bras ba buhez ar Vretoned.
Stumm kentañ ar greoù a oa bet krouet gant Colbert met dindan beli Napoléon e oa astennet ar greoù broadel evit mestroniañ ar gouennadur. Kaset 'veze ar gazegezed evit bezañ sailhaet gant kezeg dibabet mat en a-raok.
Daou a oa bet krouet e Breizh, ba An Henbont ha ba Lambal.
Dewi 'zo bet ba greoù Lambal evit kompren muioc'h istor ar greoù broadel hag o implij.
Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg da welet o klikañ amañ !
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !