Istor ognon Rosko - 4 munud e Breizh

Réalisation : Brezhoweb – 50 vues

Piv 'oa ar Johniged a yae da werzhañ ognon war o marc'h-houarn da Vreizh-Veur ?

An ognon Rosko 'zo brudet.

Met penaos e oant arruet ba Bro-Leon hag abaoe peur e vez kaoz eus Johniged ?

Ma n'anavezit ket an anv-se, deoc'h da c'houzout e veze anvet 'mod-se ar broduourien ognon ba Bro-Leon hag a yae da werzhañ gant ar vag e Breizh-Veur.

Ba du-hont, evel ar re a werzhe ba'r vro, e veze karget an ognon war mirc'hi-houarn ha graet tro ar familhoù betek ma veze bet gwerzhet tout.

Dewi 'zo bet oc’h atersiñ François, bet Johnni ha Gilbert ur produour ognon a-vremañ evit gouzout penn d'an afer-se.

Un abadenn e brezhoneg istitlet e galleg hag e brezhoneg da welet o klikañ amañ