Kafedi Armerzh : "Intrudu, brezhonegerien ha geriaouegi e bed an armerzh" (lusket gant Denez Pichon) D’ar Sadorn 17 a viz C’hwevrer 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Pal ar c’hinnig kentañ a oa diskouez emdroadur hor yezh a-hed ar c’hantvedoù, dre levezon ar brezelioù, stad an armerzh hag hini ar politikerezh yezh. Diskouezet eo bet ivez kammedoù kentañ ar brezhoneg er bed armerzhel e deroù an XXvet Kantved.
Atav war hor yezh er bed armerzhel, kinniget e vo deoc’h ar wech-mañ, ober un taol-sell war intrudu an XXvet Kantved, a-berzh hiniennoù, kevredigezhioù ha tud a-vicher. Bewech ez eus traoù a-bouez da zeskiñ eus an intrudu-se.
N’eo ket pep tra klask lakaat brezhoneg er bed an armerzh, met pet a dud a zo gouest d’en em zibab gant ar brezhoneg en un endro micherel ? E-pelec’h kavout anezho ? Klasket e vo respont d’ar goulennoù-mañ e-pad hor c’haozeadenn.
N’eo ket pep tra kavout embregerezhioù ha brezhonegerien, ret eo ivez kaout gerioù resis, boutin d’an holl implijidi a-fet ster, evit labourat ha kehentiñ en un doare seder ha sur. Met penaos ober ?
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !