Breizh hag ar bed keltiek en Europa
Breizh hag ar bed keltiek en Europa

Adstagañ a reomp gant Kafedioù Istor, Lennegezh ha Yezh, hevlene en-dro d'hon Istor war hir amzer, d'hol lennegezh ha d'hon yezh, met ivez da yezhoù

Adstagañ a reomp gant Kafedioù Istor, Lennegezh ha Yezh, hevlene en-dro d'hon Istor war hir amzer, d'hol lennegezh ha d'hon yezh, met ivez da yezhoù all Europa.

Setu steuñv ar bloavezh o tont neuze :

- "Indezeuropiz" (Rafael Urien) : 5 Du

- "Ar Gelted" (R. Urien) : 19 Du

- "Ar Sketla Segobrani" (Tepod Mab Kerlevenez) : 3 Kerzu

- "Preden dizalc’h ha roman" (R. Urien) : 17 Kerzu

- "Eus Preden d’ar broioù predenek (4re-12vet kantvedoù)" (R. Urien) : 7 Genver

- "An henvrezhoneg" (Yannig Laporte) : 21 Genver

- "An darempredoù etre Breizh ha Bro-C'hall hag istor diavaez ar brezhoneg" (R. Urien) : 4 C'hwevrer

- "Istor dibarzh ar yezhoù predenek" (R. Urien) : 25 C'hwevrer

- "Istor Kembre" (R. Urien) : 11 Meurzh

- "Istor Kernev-Veur" (R. Urien) : 25 Meurzh

- "Istor an Emsav" (R. Urien) : 8 Ebrel

- "Ar galizeg" (Y. Laporte) : 29 Ebrel

- "An anvioù-lec'h" : 13 Mae

D’ar Sadorn da 14 e 30 e krogo pep Kafedi Istor en davarn Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :

- displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…) ;

- c’hoariva ;

- abadennoù sonerezh liesdoare ;

- mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered "folklorel" a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all.

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro.

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get.

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon

resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie

Kemenn da skignañ mar plij !