Ur c'hampionad leun a arlivioù!

Deuit da stlapañ ho taouarn evit souten al lazoù-kanañ : Kan Izel Vor (Ar Forest-Fouen), Kanerien Bro Lokorn, Mouez Rosko, Kanerien ar Goëlo (St Ke Porz Olued).

Skritell kampionad Breizh al lazoù-kanañ 2017Skritell kampionad Breizh al lazoù-kanañ 2017 © ABP

En em gavout a rint ar strolladoù da vare Gouel Breizh, aozet gant Ti ar Vro Landerne-Daoulas, en ul lec'h savet evit bravaad ar c'han : Iliz St Tomas Landerne. Podoù a zo e-barzh ar mogerioù evit amplaad ar son. Un dudi evit ar ganerien hag ar selaouerien!

Goude lodenn kampionad an abadenn, e vo ur sonadeg gant strollad merc'hed rummad kentañ Kan Awen eus Brest.

Embannet e vo an disoc'hoù da 5e30.

Mont e-barzh 8€, gwerzhet e vo ar blihiji war ar plas.