Kalvez (Poltred ur vicher) - 4 munud e Breizh
Réalisation : Brezhoweb – 547 vues
Dewi 'zo bet e Persken 'ba 'r vro Pourlet evit kaozal gant ar c'halvez Merwyn.
Dewi 'zo bet e darempred gant Merwyn Sauerbrey, ur c'halvez a vro Pourlet.
E bedig-bed ar brezhoneg ‘vez kavet skolaerien ha kelennerien e-leizh.
Met bout a ra tud a laboura gant o fenn hag o daouarn ivez !
Evel ar gilvizien da skouer. Ul labour plijus koulz ha diaes.
Setu perak e vanka labourerien er bed-se sur a-walc'h padal hon eus ezhomm anezhe.
Emgav gant Merwyn Sauerbrey, ur c’halvez a vro Pourlet ha n’eo ket prest d’ober un ibil ‘ba revr an Ankou !
Istitlet e brezhoneg hag e galleg.
Adkavit rannoù all eus 4 / 13 Munud war lec'hienn internet Brezhoweb !
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !