- Tro-war-droioù Kerien (hañv 2025) - Environs de Querrien (été 2025)
- Chapel Kerien (1652 ha war-lerc’h) -Chapelle de Querrien (1652 et ultérieur)
- Chapel Kerien, skeudenn ar Werc’hez-Vari he c’hurunenn (1950) - Chapelle de Querrien (Vierge couronnée (1950)
- comment
- Santual Kerien, prad ar feunteunoùigoù - emzigouezh gentañ (1652) - Sanctuaire de Querrien (champ de la première apparition (1652))
- Kerien, sizhunvezh e brezhoneg - Querrien (22), semaine en breton
- Kerien, diell privez (brezhoneg eus bro Leon, 1899) - Querrien (22), collection particulière (breton, 1899)
- Kerien, tro-war-droioù, meilh gozh - Querrien (22, environs), vieux moulin
- Kerien, tro-war-droioù - Querrien (22), environs, paysage du pays de Mené
- Kerien, daou levr (brezhoneg ha galleg)- Querrien (22), deux livres documentaires (breton et français)
E 1652: an emziskouez nemeti eus ar Werc’hez-Vari anavezet gant an Iliz e Breizh. Kaier fotoioù.
A-raok kregiñ, da ziwall zo : ur geriadenn a gKerien zo ivez e Penn-ar-Bed. Hini ma vez komzet diwarni amañ a zo e « bro ar Mene », e kreizig Breizh (lec’hiet e Bro C’halloù, met tost ouzh harzoù hengounel ar brezhoneg). Ur bravig a c’horn-bro eo, koadek ha sav-diskenn, o ledanaat etre Loudieg/Loudeac ha Sant-Brieg/St-Brieuc.
E dibenn ar c’hwec’hvet kantved: Sant Gall
Mil bloaz a-raok an darvoudoù ma vo kontet bremaik e oa bet gweladennet hag avielet ar vro-mañ gant ur manac’h deuet eus bro-Iwerzhon « Sant Gall » ec'h anv. Hemañ a oa un diskibl eus « Sant Kolomban », da lâret eo stummet war zachenn ar feiz kristen gantañ hag erruet gant e skipailh, e-bourzh bigi-dre-lien, o treuziñ Mor Breizh. An daou zen-se a zo kizellet o anv en istor Europa a-bezh.
S. Gall a z'aio diwezhatoc’h betek Bro-Suis (kanton Sant-Gallen, ma z’aio d’an Anaon e 646) ha S. gKolomban a z’aio betek bro-Itali (Bobbio, ma z’aio d’an Anaon e 615).
Merkoù eus S. Gall a chom hirio c’hoazh e keriadenn Kerien pe tro-war-dro:
. ur feunteun maen-greun, tost diouzh ar chapel. Ar feunteun-se (VI/VII kantved), e vo meneget anezhi en istor emziskouez e Kerrien (1652), mil bloaz diwezhatoc’h,
. anv ur gêriadenn all, tost a-walc’h : Langast. Diwar Lan+Gall, sañset. Da heul prantad an avielañ gant ar venec’h kelt e oa bet savet Breizh evel ur rouantelezh dieub, deuet da vezañ da c’houde un dugelezh betek bezañ staget anezhi (1532) ouzh rouantelezh Bro-C’hall. E mare Loeiz XIV emaomp.
Ro din un dañvad !
C’hoarvezet eo bet an emziskouez gentañ d’ar 15vet a viz Eost 1652, e-korf an abardaez, en ur « prad ar Feunteunioùigoù » (« Champ des Fontenelles »), d’ar poent-se. Hirio e vez anvet : « Champ des Apparitions ». Eno edo Jeanne Courtel – ur plac’hig a 11 vloaz, bet ganet bouzar ha mut ha chomet evel-se betek-henn – o vesa (pe o virout) he zropell a zeñved.
A-daol-drumm, un aezhenn war ar prad, hag e well Jeanne Courtel « un Itron ken kaer, gwisket-holl e satin gwenn, dudius ha kaer-meurbet ». Setu, e berrig-berr, ar pezh a ouzomp (Pierre de Couëssin, pp 46-47):
An Dimezell vrav : « Ro din unan eus da zeñved »
« .../...evit ar wech kentañ eus he buhez, e klev ar plac’hig ur vouezh o komz, an avel o sourral en delioù, an evned o kanañ, an ein [liesseurted eus oan] o vegeliat, ha kant-ha-kant trouz eus an natur bev-buhezek, un abardaez-hañv. Ha ne deo ket klevout hepken komzoù an Intron an hini en deus graet, met komprenet he deus ar ster anezho » (Erwan ar Menga, p 95)
Ar plac’hig Jeanne: « N’int ket din-me ».
An Dimezell vrav : « Da biv int ? ».
Ar plac’hig Jeanne : « D’am zad int ».
An Dimezell vrav : « Kae da c’houlenn ouzh da dad un dañvad evidon ».
Ar plac’hig Jeanne : « Ya, mes piv a vesaio [a viro] va zropell, e-keit-se ? ».
An Dimezell vrav : « Me va-unan, va merc’hig. Emaon o tiwall anezhe. Kae hag hast-buan »
« Deiz gouel eo, ha leun eo ti ar Gourteled : kerent, mignoned, amezeien a zo bodet ouzh taol en-dro d’ur picherad sistr ». (Erwan ar Menga, p 96) Hag an holl souezhet-mik rak komz a rae ha klevout a rae ar plac’hig. He zad a lâras : « N’eo ket un dañvad nemetken, mes an tropellad a-bezh ! ».
An devezhioù da heul : emziskouezioù all. Kelaouet eo bet Eskob S. Brieg
An Aotroù Olivier Audrain a zo person parrez La Prénessaye, tri c’hilometr ac’hano. Chom a ra sioulik hag etre-daou, mes kas a ra d’ar gêriadenn daou zen e noa fiziañs enne, memes tra. Buan a-walc’h ez eo bet lakaet Ao ‘n Eskob Denis de la Barde, eskob S. Brieg, e-barzh ar jeu.
Tost da bemzek emziskouez all a vo, n’eo pell diouzh kêriadenn a gKerien (Kroaz « Ar Fouée »), a-hed an devezhioù war-lerc’h. (Pierre de Couëssin, p 48):
An Dimezell vrav : « Me zo ar Werc’hez Vari ».
An Dimezell vrav : « Choazet ’m eus al lec’hienn-mañ. Fellout a ra din ma vez savet ur chapel e kreizig ar gêriadenn ». (Erwann ar Menga, p 104)
Ar plac’hig Jeanne d’ar Person: « Lavaret he deus an Itron din hec’h anv, ar Werc’hez Vari an hini eo. Va fediñ a ra da c’houlenn diganeoc’h sevel ur chapel hag aozañ ur birc’hirinded e Kerien en hec’h enor » Sklaer eo ez eo paraet da vat ar plac’hig.
Un darvoud all, diwar goulenn ar Werc’hez Vari: dizoloadenn ur skeudenn gozh tost da feunteun S. Gall!
Goulenn a ra Mari ma vo toullet er boull-dour tost da feunteun S. Gall. (Pierre de Couëssin, p 49).
Ar Werc’hez Vari : « Kavet e vo ur skeudenn din a voe enoret amañ gwechall-gozh ». Graet eo bet. (20vet a viz Eost 1652). Kregiñ a ra mirakloù a bareañs. Chom a ra an Ao. Person hep ober tra ebet. (Pierre de Couëssin, p 50).
Ar Werc’hez Vari : « Dre ne fell ket an Ao. Person lakaat an traoù en-dro, kae da gavout Ao. Eskob an Eskopti. Eñ a zegemero ar gemennadenn ma vez karget-te ganti, hag eñ a raio ar pezh a zo ezhomm ». Selaou a ra an Ao ‘n Eskob, prederiañ a ra (pediñ a ra ivez, evel-just), sevel a ra goulennoù ouzh testoù zo. Mes dija, pirc'hirinded a zo o tont niverusoc’h-niverus, ha pareañsoù zo ! A-benn a fin, reiñ a ra lañs Eskob eus S. Brieg d’un enklask ofisiel.
Gouelioù bras e Kerien, e miz Gwengolo bep bloaz, dibaoe 1652
E dibenn miz Gwengolo 1652 ez eo bet lidet an overenn gentañ e Kerien, e-barzh ur chapelig, ur goudor-koad kentoc’h. Setu perak Gouelioù bras Kerien a vez lidet, nompas d’an 15vet a viz Eost (devezh ar Pardon pe Gouel Varia hanter-Eost) nemetken, met ivez ha dreist-holl e miz Gwengolo.
Soñj eus an darvoudoù-se a zo bet kaset deomp-ni ivez dre Werz Kerien. Ar werz-se (nav foz a vez kinniget e levr Pierre de Couëssin, pp 55-56) a veze hiroc’h, kredapl braz, hag a veze klevet ha kanet e-penn-kentañ an XXvet kantvet gant tud ar vro. Hirio c'hoaz e kendalc'h paraeñsoù zo, didrouz, war a lavarer.
Mat eo gouzout ez eo bet gouestlet Breizh da Galon Dinamm Mari, e Sz Anna Wened, d'26vet a viz Gouere 1954 (Erwan ar Menga, pajennad 26).
Anavezet eo an emzigouezh c'hoarvezet e Kerien dindan an anv a « Notre-Dame de Toute-Aide » e galleg, pe « Itron Varia Wir Sikour » e brezhoneg.
Kerien hag an emziskouezioù all e Breizh hag e bro-Frañs
Ne c’heller ket lenn komzoù klevet e Kerien, hep soñjal e reoù bet klevet e Sz Anna-Wened gant Yvon Nikolazig, un tregont vloaz a-raok. Da gentañ, « Mamm Mari » (Anna), e 1625, ha da heul « Mari » e-unan, e 1652. Peadra da brederiañ evit an holl, evit ar Vretoned da gentañ, a lavarfen. An « Esperañs » gant Anna, ar « Feiz » gant Mari, ha « Karantez » gant Jezuz (e bep amzer hag e pep-lec’h), a lâr tud barrek zo. Setu an deir vertuz doueoniel (teologel). Gwelout, da skouer, « Katekiz an Iliz Katolik, diverradur » – troidigezh e brezhoneg diwar an diverradur ofisiel - (Imbourc’h, 2025, 237 pajenn, 20 Euro).
Bez e c’heller soñjal e lec’hioù all ivez :
E XIXvet kantved :
. Paris (1830 ) , 140 rue du Bac, hag ar « Vedalenn vurzhudus » .
. La Salette (1846 ) , en Alpoù. Ar Werc’hez o ouelañ.
. Lourdes (1858 ) , er Pireneoù, gant Bernadette, marteze un emziskouez e-touez ar re vrudetañ er bed a-bezh. Ar « Goñsevidigezh dinamm ».
. Pontmain (1871 ) , ul lec’h hag a douch ouzh Breizh, hag un emziskouez hag a oa bet liammet ouzh bro S. Brieg, d’ar poent-se !
E XXvet kantved :
. L’Ile-Bouchard (1947 ) , hag ar bedenn evit bro-Frañs (houmañ o vezañ e dañjer politikel bras, goude an eil Brezel-bed) hag evit an tiegezhioù.
Evit gouzout hiroc'h
Daou levr zo bet implijet ganin evit sevel ar pennad-mañ.
Ul levr e galleg
. « Apparitions de Marie en Bretagne (Notre-Dame de Toute-Aide) », Pierre de Couessin, Salvator, 2007, 127 pajenn, 15 Euro. Evit prennañ e ti ar santual : Sanctuaire Marial diocésain, Notre-Dame de Toute-Aide, « Hameau de Querrien » , 22210 La Prénessaye.
Ul levr e brezhoneg
. « Emziskoueziou ar Werc’hez e Breizh ». Erwan Ar Menga, 231 pajenn, 1969. Meur a chabistr (pajenn 87 betek 133) a zo diwar Kerien. Skouerennoù eus al levr e brezhoneg n'eus ket ken evit prennañ (gwelout EAT Imbourc'h ). Un embannadur e galleg (« Apparitions de la Vierge en Bretagne » , Yves Le Menga) a chomfe evit prennañ...Pelec'h ? Lec'hienn Santual Kerien/Querrien .
Kantikoù e brezhoneg
Evit kaout un tañva eus ar yezh hag eus ar sonerezh implijet war zachenn ar Feiz kristen e Breizh, e c'heller mont war al lec'hienn Kan Iliz , leun-puilh a deulioù. Setu div skouerenn:
. An Anjelus (amzer ordinal, brezhoneg mod KLT)
. Pedenn evit ar Vro (pozioù gant Yann-Vari Perrot)
Sizhunvezh ar Vrezhonegerien (2025) e Kerien, e skeud Itron Varia Wir-Sikour
E penn-kentañ miz Eost 2025 ez eo bet savet ur sizhunvezh evit ar Vrezhonegerien, e Kerien. Ar wech gentañ e oa. C’hwec’h den evit kregiñ, nav den e dibenn. Ar vuhez e brezhoneg penn-da-benn. Overenn (e brezhoneg an aliesañ), Salmoù e brezhoneg e chapel ar santual, baleadennoù dre ar vro, kaozeadennoù a bep seurt, c’hoarioù breton er veilhadeg (Aplud, Sten Charbonneau ). Soñjal a ra da gevredigezh EAT (Emglev An Tiegezhioù, Penn-ar-Bed), houmañ o vezañ kiriek eus ar sizhunvezh, kenderc’hel e 2026. Cheñch-dicheñch a c’hell bezañ an aergelc’h hervez an dud : lod zo « hengounel » kentoc’h, lakomp, lod all n’int ket. Ar pezh zo sur: brezhoneg zo ret gouzout evit bevañ e brezhoneg war ar bemdez. Posubl eo e vefe savet atalieroù e brezhoneg, en dazont, kenkaz e vefe ezhomm, evit an dud etre o live.
MAJ 20vet a viz Eost. Meur a cheñchamant bihan zo bet digaset evit resisaat, sklaeraat an destenn, pe gwellaat ar yezh.










Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !