Skritell Pardon bras ar Folgoad 2026
Skritell Pardon bras ar Folgoad 2026 photographe

Evel bep bloaz e kinnig Emglev an Tiegezhioù kregiñ mat gant ar bloavezh-skol o vont da bardon ar Folgoad.

D’ar Sadorn 5 a viz Gwengolo, derc’hent devezh bras pardon ar Folgoad, e kinnig Emglev an Tiegezhioù ur gerzhadeg evit ar vrezhonegerien. Pedet ha marvailhet 'vo war an hent e-kerzh div eurvezh vihan (7 km war un hent plaen). Loc’hañ vo graet da 16 eur rik eus chapel Landouzen en Dreneg. En em gavout a raimp a-raok 18 eur, evit an Oferenn vrezhonek. Goude e vo pikniket asambles