Fardañ toaz-merat mat da zebriñ / De la pâte à modeler comestible ! - Made e Breizh
Réalisation : Brezhoweb – 150 vues
N'eo ket luziet d'ober hag e c'helloc'h c'hoari memes mod hag hini prennet !
Setu kroget trede koulzad Made e Breizh, an DIY (Do It Yourself) brudetañ e brezhoneg ! Er rann gentañ he deus Klariz desket penaos fardañ toaz-merat mat da zebriñ a-drugarez da v/Mari.
An "Do It Yourself " brudetañ e brezhoneg 'zo distroet !
Evit kregiñ gantañ, eo bet Klariz e Pluniav-Bizhui evit deskiñ gant Mari penaos fardañ toaz-merat mat da zebriñ ! mat da zebriñ.
Da lâret eo unan graet gant bleud hag holen.
Aes eo d'ober gant ar vugale ha dreist-holl dizañjer evito ma vez debret un tamm en ur c'hoari !
Evel ma vez debret un tamm n'eus forzh petra ganto, n'eo ket fall. Setu perak eo dav deoc'h sellet ouzh ar video-se ivez, kenkaz...
Rannoù all a-benn nebeut met en ur c'hortoz e c'hellit sellet dre amañ ouzh ar re n'ho peus ket c'hoazh gwelet.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !