Mojenn an Dour-beuz /Le mythe du déluge - An Istor Livet
Réalisation : Brezhoweb – 280 vues
Distro a reont Nikolaz ha Julia war mojenn an Dour-beuz
Sur-mat ho peus klevet komz eus an Dour-beuz. Koulskoude e oa bet tennet an istor-se deus ur vojenn all, kalz koshoc'h, mojenn Atrahasis.
Istor an dour-beuz gant Noe hag e familh ‘zo mil anavezet.
Met an istor-se a oa ur stumm nevez eus un istor koshoc’h ‘veze kavet e sevenadur Mesopotamia e-lec'h ma veze anavezet Noe dindan anv Atrahasis. Ha ma vije arruet un darvoud gwir a orin ar vojenn-se koulskoude ?
'Ba rann-mañ eus an Istor Livet e vez lakaet ar gaoz war ar vojenn-se, war buhez ar mojennoù ha war martezeadenn ur gwallreuz gwir a-orin ar vojenn.
Deuet eo en-dro an Istor Livet gant un tem hag ur stumm nevez ! Julia ha Nikolaz a ginnig deoc'h o enklaskoù diwar-benn orin istorel ha mojennel kevrinoù ar bed.
Sellit ouzh ar rann gentañ diwar-benn an El Dorado o klikañ amañ.
Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !