Liesseurted ar vuhez e Kreiz-Breizh / La biodiversité en centre Bretagne - 4 munud e Breizh
Réalisation : Brezhoweb – 812 vues
Atlas liesseurted ar vuhez e Kreiz-Breizh 'zo bet savet gant an OFB (Office français de la biodiversité) evit renabliñ al loened.
Nebeutoc'h-nebeutañ a loened gouez 'zo 'ba 'r maezioù. Penaos ober evit talañ eus an dra-se ?
Kalz spesadoù plant ha loened 'zo e dañjer e Breizh hiziv.
Evit gwareziñ anezhe eo ret o renabliñ en e-raok evit gouzout mard int e dañjer pe pas.
Setu petra eo mision Atlas liesseurted ar vuhez e Kreiz-Breizh.
Ar pal 'zo dastumañ evezhiadennoù loened gant tud ar vro evit kaout ur sell hollek war liesseurted ar vuhez e Kreiz-Breizh.
Dewi 'zo bet o klask kompren gwelloc'h penaos e vez graet an traoù ha da betra a servij e gwirionez.
Un abadenn istitlet e brezhoneg hag e galleg.
Adkavit rannoù all eus 4 / 13 Munud war lec'hienn internet Brezhoweb!
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !