
E 2023 e voe savet ar gevredigezh Lennomp, dezhi da bal embann e brezhoneg albomoù evit ar vugale ha levrioù aes da lenn evit ar yaouankizoù ; krouidigezhioù eo an holl levrioù embannet. E Laz (29) emañ sez ar gevredigezh, 15 ezel enni.
E 2023 e voe savet ar gevredigezh Lennomp, dezhi da bal embann e brezhoneg albomoù evit ar vugale ha levrioù aes da lenn evit ar yaouankizoù ; krouidigezhioù eo an holl levrioù embannet.
E Laz (29) emañ sez ar gevredigezh, 15 ezel enni.
Mont en-dro
Seizh dastumad zo kinniget gant Lennomp, hervez oad al lenner(ez) ha live yezh ar skrid.Degemeret e vez skridoù a bep orin, gant ma ne vint ket troidigezhioù. Pa vez kavet mat skrid ha skeudennoù ur ginnigadenn gant bodad-lenn ar gevredigezh e tro da raktres : maketennet e vez an albom pe al levr ha lakaet prest da vezañ moullet.
Da neuze e vez kinniget d'an dud rakprenañ al levr a zo prest ; ne vez embannet nemet an niver a skouerennoù a zo bet gourc'hemennet, kuit a foranañ.
Levrioù embannet
- Pevar levr a voe kinniget hag embannet e 2024.
- Pemp titl ouzhpenn a voe 2025.
Advoulladurioù
Divizet ez eus bet kinnig ma vefe advoullet levrioù :- Bezañ mestr ha Lizher d'am mamm-gozh, bet embannet e 2024 ;
- Derc'hel soñj, Paotr ar bara-mel ha War-zu ar frankiz, bet embannet e 2025.
Digoret e vo ar rakprenañ, dre al lec'hienn Lennomp.bzh, d'ar 15 a viz Gwengolo 2025, betek an 2 a viz Du 2025. Moullet e vint e miz Du ha kaset d'an dud kerkent.
Raktresoù an embann e 2026
Pemp titl a vo kinniget :- Daou anezho a vo albomoù e liv, evit ar vugale : N'ouzon ket, ha Marousya n'eo ket laouen ;
- Pevar romant aes da lenn : Galia 2.0 gant Paol ar Meur, Gwalleurioù un debrerez linad gant Laurence Lavrand, Minc'hoarzhoù a-dreuz gant Alan Dipode hag E ifern yen ar mor don gant Jakez-Erwan Mouton.
D'ar 15 a viz Gwengolo 2025 e vo ivez digoret d'ar rakprenañ al levrioù kinniget evit 2026, ha klozet d'an 31 a viz Mae 2026.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !