
Votet en deus parlamant Bro-Gembre a-unvouezh ul lezenn a-bouez evit dazont kelenn ar c’hembraeg.
D’an 14vet a viz Mae 2025 en deus ar «Senedd» (parlamant Bro-Gembre) votet a-unvouezh (50 mouezh a-du, mann a-enep) ul lezenn a-bouez ha nevez evit ma teufe da vezañ ar c’hembraeg ur yezh kelennet d'an holl skolidi a vro-Gembre.
Lavaret en deus Mark Drakeford, anezhañ «Welsh Language Secretary» (Ministr evit ar c’hembraeg), ez eo ul lezenn « istorel » a c’hello cheñch penn d'ar vazh da vat evit dazont ar yezh.
🎯 Pal : tizhout ur milion a gembraegerien a-benn 2050
E-kreizig ur raktres bras anvet « Cymraeg 2050 » emañ al lezenn-mañ. Houmañ a glask kas niver ar gembraegerien betek ur milion a dud. Hiriv an deiz ez eus war-dro 23 % a vugale a zo skoliatet e c’hembraeg.
Teir rummad a skolioù, da geñver ar yezh, a vo hervez al lezenn votet nevez zo:
-
Skolioù m'emañ ar c’hembraeg ar yezh pennañ enne («primarily Welsh language», 80 % pe muioc'h eus an amzer-skol kinniget e kembraeg)
-
Skolioù divyezhek («dual language», 50 % eus ar c’helenn e kembraeg)
-
Skolioù e saozneg un tamm kembraeg e-barzh («primarily English language, partly Welsh», d’an nebeutañ 10 % a amzer-skol graet e kembraeg)
Pep seurt skol a vo ret dezhi tapout palioù resis da geñver ar c’hembraeg. Ouzhpenn-se e vo kinniget skoazelloù kreñvoc'h evit ar gelennerien ha stummadurioù-soubidigezh e-leizh.
🏫 Ul lezenn harpet gant an holl strolladoù politikel a vro-Gembre.
Harpet eo bet al lezenn gant holl strolladoù politikel er Senedd: ar « Re Gevredet », al « Labour » hag ar « Plaid Cymru ».
Lavaret en deus Cefin Campbell (« Plaid Cymru ») m'emañ ur «bazenn dibar» war hent adsevel ar yezh, oc'h ansav koulskoude ez eo uhel ar pal.
Un Ensavadur broadel evit kelenn ar c’hembraeg («National Institute for Learning Welsh») a vo krouet ivez evit kenurzhiañ ar strivoù pedagogel koulz ha skoazellañ ar gelennerien.
Hag un awen e vefe evit ar yezhoù bihan all ?
Gallout a rafe al lezenn-mañ degas awen evit broioù pe rannvroioù all en Europa. Da skouer e Bro-C’hall m'o deus poan ar yezhoù rannvroel - brezhoneg, euskareg, katalaneg,.. - da zapout gwirioù ofisiel enni.
Diskouez a ra Bro-Gembre ez eus tu da sevel ur politikerezh yezh kadarn hag efedus gant skoazell ar Stad.
🔗 Lenn ur pennad klok (e saozneg) war lec’hienn «BBC News» : bbc.co.uk
Gerioù
Kembre, Bro-Gembre Pays de Galles (Cymru e kembraeg, Wales e saozneg)
Kembraeg, ar c'hembraeg La langue galloise (cousine celtique insulaire de la langue bretonne continentale. Les deux langues se sont séparées tardivement). Welsh e saozneg.
Soubidigezh, dre soubidigezh Immersion linguistique (cf Diwan). Par immersion, immersif.
Ensavadur Institut
Kenurzhiañ coordonner
Awen inspiration (ster lennegel)