E penn ur strollad er bloavezhioù 1750 he deus graet freuz ha reuz er vro, gwir eo. Met pell-tre e oa ouzh ar skeudenn anavezet hiziv-an-deiz !

Ganet e 1717 'ba ur familh paour-tre e veze rediet da glask he bara evit dreistbevañ.

Gant tud yaouank all a oad ganti he deus kroget da dagañ marc’hadourien war an hentoù etre Ar Gemene hag Ar Faoued ... Betek donet da vout e penn ur strollad torfedourien-bras.

War-lerc'h he marv eo chomet bev hec’h eñvorenn, met dreist-holl evit ober aon d'ar vugale dirollet !

Hag erfin, cheñch a-hed an XXvet kantved evit krouiñ ar skeudenn "Robin des Bois".

An abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg da welet o klikañ amañ !