
Martial Pezenneg a zo ur soner hag a zo bet oberiant e bed ar sonerezh hag an dañserezh breizhek. Marvet eo bet Martial Pezenneg e Roazhon dec'h, d'ar 5 a viz Gwengolo. Ganet e oa bet e 1933 e Groñvel
Martial Pezenneg a zo ur soner hag a zo bet oberiant e bed ar sonerezh hag an dañserezh breizhek. Marvet eo bet Martial Pezenneg e Roazhon dec\'h, d\'ar 5 a viz Gwengolo.
Ganet e oa bet e 1933 e Groñvel. Aet e oa e-barzh Kelc\'h keltiek Groñvel e 1946 ha da soner e Kevrenn Rostrenenn e 1948. Kengrouer Kelc\'h Keltiek Abati Langoned (Korollerien an Ele) e oa gant Sam Le Poupon ha Fañch Auffret e 1952.
Adalek 1953, ez a da soner e Kelc\'h Keltiek Roazhon hag e Kevrenn Roazhon. Gant Jean-Yves Roche e krou ar bagad evit ar vugale Yaouankiz Breizh a zeuio da vezañ Bagad Kadoudal. Mont a ra tre e bodad renerezh Bodadeg ar Sonerion (BAS) e 1962. Titl gwellañ soner daou-ha-daou e Breizh e 1963 a dap gant e vignon Sam Le Poupon ha gantañ ec\'h embann meur a bladenn sonerezh : \"Dañs Fisel\", \"Au pays des Mille Boutons\", \"Noce bretonne à Plouray\".
Distroet d\'ar vro e 1967 e sav un ti-moulañ (Ti-moulañ Kreiz-Breizh) e Rostrenenn. Engouestlet eo neuze e buhez sevenadurel, armerzhel ha kevredigezhel ar vro. Krouer ha kadoriad Foar-diskouez Kreiz-Kornôg Breizh eo neuze hag e ro lañs da gevredigezh kevelouriezh Rostrenenn gant Kantirk (Iwerzhon). Dilennet eo e kuzul kêr Rostrenenn ha deuet oe da vezañ bes-maer e 1983.
E 1982, e voe dilennet e plas Polig Monjarret e penn BAS. E-pad 9 bloaz e vez addilennet. Asantiñ a reas e 1986 derc\'hel post kadoriad kreizienn sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour, e-lec\'h ma chom e-pad 13 bloaz. He c\'hadoriad a-enor eo bet da c\'houde. Diouzh un tu all, ezel meur a gevredigezh e chom (SUAV, \"Glenmor : An distro\", h. a.)
(digant wikipedia)
.
E Roazhon e zegouezho e obidoù, d\'an 9 a viz Gwengolo en iliz Sant Stefan da 2 eur goude merenn.
Philippe Argouarch
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !